Kresk zo atav gant ar c'helenn divyezhek e Breizh : 14 lec'h nevez zo bet digoret er 1añ derez ha 627 skoliad ouzhpenn zo. Er publik ez eus ouzhpenn 6000 skoliad evit ar wezh kentañ (6260 end-eeun), 4824 gant an deskadurezh katolik ha 3625 gant Diwan (a zo gant ur c'hresk kriz brasoc'h eget ar prevez).
Kresk zo e pep departamant er bloaz-mañ adarre. Er Mor-Bihan ez eus muioc'h eget 4000 skoliad evit ar wezh kentañ (4042), kreñvaet eo plas an departamant-se evel an eil hini e Breizh (Penn-ar-Bed a chom er c'hentañ plas gant 6654 skoliad). Aodoù-an-Arvor eo an departamant gant ar c'hresk izelañ (+2,2% ; 2292 skoliad). 1107 skoliad zo en Il-ha-Gwilen (+5,7%) hag el Liger-Atlantel eo tremenet pazenn ar 600 skoliad (614 ; +6,6%).
Bro Brest eo ar vro gentañ gant 3408 skoliad, gant 17 % kresk war an niver a vugale divyezhek e kêr Brest hec'h-unan. E bro an Oriant eo tremenet pazenn ar 1000 skoliad (1092) ha hini ar 500 skoliad e bro Naoned (525).
Kêr Roazhon eo atav ar gumun a skoliata ar muiañ a skolidi (641), Naoned a c'hounez ur plas hag en em gav d'ar 4e (478) goude Gwened (555) ha Kemper (554). Brest eo ar gumun gant ar muiañ a lañs er bloaz-mañ (+56 skoliad, digoradur un eil lec'h publik zo kaoz evit un darn vat).