Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Geriadur ar Verdeadurezh
Geriadur ar Verdeadurezh e div yezh : galleg, brezhoneg Geriadur ar Verdeadurezh zo frouezh un imbourc’h stroll kaset e–doug un ugent bloavezh dindan renerezh daou verdead. Ar c’hendalc’h eo d’al labour sevenet gant an diaraogerion a daolas diazezoù brezhoneg ar mor, Loeiz ANDOUARD da gentañ penn. Ne verdeer ket e 2004 evel
Par Philippe Argouarch pour Preder le 22/10/04 12:47

Geriadur ar Verdeadurezh e div yezh : galleg, brezhoneg Geriadur ar Verdeadurezh zo frouezh un imbourc’h stroll kaset e–doug un ugent bloavezh dindan renerezh daou verdead. Ar c’hendalc’h eo d’al labour sevenet gant an diaraogerion a daolas diazezoù brezhoneg ar mor, Loeiz ANDOUARD da gentañ penn. Ne verdeer ket e 2004 evel ma raed pemont vloaz ’zo : strivet ez eus bet da zastum el levr ar gerioù hag an troiennoù arbennik o tennañ d’an holl arvezioù eus buhez an dud a vor hiziv, o terc’hel kont eus an araokadennoù c’hoarvezet er skiantoù klasel evel an hinouriezh pe ar voroniezh ha, kent pep tra, en diskiblezhioù nevez ez eo kimiezh an dafarennoù ha dedalvez-adur an elektronik d’an emgefren ha d’ar c’hehentiñ. E pep yezh, muioc’h c’hoazh en ur yezh war ziorren evel ar brezhoneg, eo an arverañ a bourchas d’ar gerioù o buhez dre zispakañ diwarno durc’h-adurioù ster nevez, fiñvus bepred. Ur roll sec’h a c’herioù distag ne oufe reiñ nemet poentoù loc’hañ. E Geriadur ar Verdeadurezh, emañ an darn vuiañ eus an enmonedoù skoueraet gant arroudoù troet diwar skridoù an arbenn-igourion. Dre se eo spi an aozerion bezañ kinniget, e stumm troiennoù ha frazennoù, un egin eus lavar arnevez ar mor en hon yezh. Al levr, 510 p., 15,8 x 21,7 cm : 25 € Betek an 30 Here 2004 e vo asantet d'ur priz rakpren 21 € ISBN 2-901 383-60-2 EMBANNADURIOÙ PREDER 19 Park Maen Meur 29700 PLOVEILH Pg. & Pe. : 02 98 55 10 75 Mal-e : preder.coic [at] wanadoo.fr Load : www.preder.net Da zont er-maez e Du 2004 : Gab CHEREL & Alan E. AR BERR

Philippe Argouarch

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1279 lectures.
logo
.Les éditions PREDER,association culturelle fondée en 1958 sont le carrefour ou se rencontrent des chercheurs de toutes disciplines dans le but de maintenir la langue bretonne contemporaine et pertinante.
[ Voir tous les articles de Preder]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 9) ?

ABP

  • À propos
  • Contact
  • Mentions légales
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons