FEUR-EMGLEV
ETRE
RANNVRO BREIZH
HAG
AR VODADENN VROADEL EVIT KEMBRE
Rannvro Breizh hag ar Vodadenn Vroadel evit Kembre (ar Sinerien amañ dindan) a embann o-div o youl da stankaat ha da gadarnaat an darempredoù a vignoniezh a zo etre strollegezhioù rannvro Breizh ha Kembre, da strishaat al liammoù war an dachenn ensavadurel, ekonomikel ha sevenadurel, o kaout preder da gas an traoù war-raok en eil bro hag eben, war hir amzer, evit mad annezidi an div vro.
Asambles e laka ar Sinerien a-wel pegen pouezus eo an darempredoù daouduek a zo bet liammet betek-henn etre an div vro.
Setu amañ ar pezh a zivizont :
Gant ma vo barrek an daou du, e raio ar Sinerien eus o gwellañ evit kenlabourat ha tizhout ar palioù-mañ :
- kreñvaat al liammoù ekonomikel etre an div vro ha, peurgetket, kreskiñ anaoudegezh pep hini eus perzhioù ekonomikel dibar eben, a-benn gwelet peseurt eskemmoù a c'hallfe bezañ krouet etre embregerezhioù eus an div vro, etre an embregerezhioù a labour war dachenn an touristerezh en o zouez,
- kadarnaat al liammoù krouet ha lakaat da dalvezout raktresoù kumun war dachenn ar bageal hag an obererezhioù stag ouzh ar mor, gant ar pal sevel kinnigoù touristel frammet mat hag eus an dibab,
- kenlabourat muioc'h war dachenn an deskadurezh hag ar stummañ, gant ma vo barregezhioù gant an daou du, ha skoazellañ ar re yaouank, pergen, da eskemm war dachenn ar stummadur kentañ pe dibaouez,
- reiñ an tu muioc'h da grouiñ eskemmoù ekonomikel war dachenn ar gounezvouederezh, o kenlabourat, o kemer perzh a-gevret e saloñsoù micherel hag e brudadegoù, hag o vroudañ ar strolloù embregerezhioù boued hag ar c'hevelourioù d'en em zaremprediñ en div vro,
- kenlabourat muioc'h war dachenn ar pellgehentiñ ha dreist-holl ar Genrouedad uhelgas, o vroudañ an div vro da labourat asambles war raktresoù hag oberoù ken talvoudus d'an eil ha d'eben,
- kreñvaat al liammoù etre an div vro dre hanterouriezh Kuzuliadeg Broioù an Arvor, e diabarzh Bodad ar Wareg Atlantel dreist-holl,
- sevel raktresoù war dachenn ar sevenadur a-benn broudañ an ensavadurioù d'en em gavout gant obererien ar vuhez sevenadurel, dreist-holl evit kreñvaat al liammoù etre an div vro war dachenn ar sevenadur keltiek a zo boutin dezho,
- reiñ d'an ensavadurioù karget da gas ar brezhoneg hag ar c'hembraeg war-raok an tu da eskemm ha da vrudañ an doareoù gwellañ da blediñ gant ar yezh,
- liesaat an eskemmoù e-keñver ar skiant-prenet hag an anaoudegezhioù, war gement tachenn a denn d'an div vro,
Pa vo kaset o raktresoù da benn e raio an daou Siner eus o gwellañ evit ma kemerfe perzh an obererien a sell ar raktresoù-se outo.
Divizout a ra ar Sinerien bodañ ingal, ur wech ar bloaz da nebeutañ, Prezidant Kuzul-rannvro Breizh ha Kentañ Ministr Gouarnamant Bodadenn Kembre (en anv ar Vodadenn Vroadel evit Kembre), pe tud all da zileuriañ anezho hervez lezenn, a-benn ober bilañs ar c'henlabour, termeniñ ar steuñv obererezh ha plediñ gant an holl dachennoù zo boutin d'an div vro.
Forzh pegoulz e c'hallo bezañ cheñchet pe klokaet ar feur-emglev-mañ, gant ma vo a-du an daou Siner. Divizet ez eus bet adwelet an emglev a-benn tri bloaz, ac'hanen d'an deiziad talvezout.
N'eus redi lezennel ebet a c'hallfe dont etre an daou Siner diwar ar feur-emglev-mañ.
Div skouerenn eus ar skridoù savet e brezhoneg zo bet sinet e Caerdydd, d'an 12 a viz Here 2004.
En anv Rannvro Breizh
Jean-Yves an Drian
Prezidant Kuzul-rannvro Breizh
Rhodri Morgan
Kentañ Ministr
Gouarnamant Bodadenn Kembre
En anv ar Vodadenn Vroadel evit Kembre