Aozet e vo gant Ai 'ta ! Bro-Dreger, Strollad Tregeriz savet evit difenn ar brezhoneg, ur "Fest deiz Zovach" e diabarzh ti-gar SNCF Lannuon d'ar Sadorn 28 a viz C'Hwevrer adalek 5 eyur goude merenn.
Gant an oberenn festus-se vo divyezhekaet ar skritelladur gant peg-sunioù. Ha diskwelet vo d'an SNCF zo ur gwir youl 'ba 'r vro evit kaout brezhoneg e pep lec'h.
Deuit stank evit kanañ ha dañsal evit ar brezhoneg !
Ra vefomp klevet gant an SNCF !
Ra vo doujet deus ar yezhoù bihan !