Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.
Gwalldaolioù ar 26 a viz Du 2008 e Mumbai, politikerezh Sina en Afrika, stad an traoù evit un implijad eus labouradeg PSA Roazhon, ar reuz bet er Post e Breizh e-keñver ar brezhoneg, skipailh FC an Oriant, troiad filmoù bevaat Daoulagad Breizh...
Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ C'Hwevrer 2009.
An teuliad peder fajennad zo gouestlet da vrezel Gaza. D'ar 27 a viz Kerzu 2008 eo tarzhet muioc'h c'hoazh ar feulster e strizhenn Gaza gant argad arme Israel. En teuliad e vez kinniget ur pennad diwar-benn stad an dachenn douar, arouezius eus an dizemglev padus etre Israeliz ha Palestiniz. Eil lodenn an teuliad a ro ar gaoz d'ur c'helaouenner bet war an dachenn e fin miz Genver, evit testeniañ eus ar pezh en deus gwelet e Gaza.
Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)
E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.
Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)