
Bez emañ Stumdi, aozadur-stummañ brezhonek ha Divskouarn, kevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata o paouez klozañ, d'ar Gwener 30 a viz Genver e ti-degemer Lesneven
Bez emañ Stumdi, aozadur-stummañ brezhonek ha Divskouarn, kevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata o paouez klozañ, d'ar Gwener 30 a viz Genver e ti-degemer Lesneven (29), prantad kentañ ar staj micherel war tachenn ar bugaligoù e brezhoneg. Graet en deus berzh ar raktres nevez-se war 5 implijadez a gont deomp penaos o deus bevet o frantadoù-staj.
En em ober diouzh ezhommoù an implijidi
“Da heul goulenn an dud a vicher eo bet divizet, gant an daou aozadur, labourat asambles a-benn sevel ar staj-se a zo e bal lakaat implijidi pe hiniennoù da dapout skiant a-benn ober gant ar brezhoneg, en un doare aes, war tachenn ar bugaligoù. Lakaet eo bet ar stummadur war daou zevezh : ar Yaou hag ar Gwener e-pad teir sizhunvezh, evit reiñ tu d'an aozadurioù dedennet d'en em renkañ a-benn stummañ o implijidi dre ar stummadur dibaouez”.
Reiñ un tañva eus ar brezhoneg d'ar bugaligoù
En em gavet eo asambles 5 implijadez, war-dro 40 bloaz dezho, pep a vicher disheñvel ganto : desaverez bugaligoù, buhezourez en ur magouri, skoazellerezed bugaligoù ha gwazourez kempenn.
Dibabet eo bet ar 5 stajiadez, deraouadezed war ar brezhoneg, gant o implijerien a-benn heuliañ ar stummadur. N'eo ket bet graet dre zegouezh rak e-barzh ar jeu emaont. Ur stajiadez a zispleg deomp perak he deus heuliet ar stummadur : « Raktres ar vagouri eo kaout implijdi o kemer perzh er raktres divyezhek. Ur choaz personnel eo ivez ».
E-pad 6 devezh o deus tapet skiant war hentennoù pedagogel e brezhoneg : c'hoarioù, rimadelloù, kanaouennoù, frazennoù a vez implijet bemdez hag ur c'heriaoueg arbennikaet… a c'hello bezañ lakaet e pleustr war-lerc'h, war o lec'h labour.
Unan eus ar stajiadezed a zispleg deomp : « Roet ez eus bet deomp binviji evit ober gant ur bern c'hoarioù ha trukoù evit derc'hel soñj anezho ».
Laouen eo bet ar stajidi da vare ar bilañs ha d'ar goulenn « Daoust hag eñ ho pefe c'hoant da heuliañ ur stummadur-all diwezhatoc'h ? » eo bet respontet gant an holl : Ya !
Annaig GUEDES, d'an 3 a viz C'Hwevrer 2009
Prantad nevez e miz Even 2009 (deiziadoù da resisaat).
Documents liés
-
13989_2
Stumdi
Logo
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !