Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Revue de film -
War Wagenn TV e klever manaveg, okitaneg, saozneg ha dreist holl...brezhoneg
Traoù nevez war lec'hienn Gwagenn TV evit kregiñ ar bloaz nevez. Aterset e oa bet rener an abadennoù e brezhoneg war Frañs 3, Bernez Rouz, da geñver lid digeriñ stummadur
Gwenvael Jequel pour Télévision Gwagenn TV le 14/01/09 17:34

Traoù nevez war lec'hienn Gwagenn TV evit kregiñ ar bloaz nevez.

Aterset e oa bet rener an abadennoù e brezhoneg war Frañs 3, Bernez Rouz, da geñver lid digeriñ stummadur 6 miz evit deskiñ brezhoneg aozet gant ar greizenn stummadur Skol an Emsav. Paeron an 3ede stummadur hir-se eo B.Rouz.

Dizoloit ivez ul lodennig eus Enez Vanav a-drugarez d'ar film diwar-benn ar vroad kelt-se. Ur manavad yaouank, gouezeleger, a zispleg stad e yezh hiriv an deiz.

Hag evit ar re o deus c'hwitet filmoù miz Kerzu, adkavit un atersadenn en okitaneg istitlet e brezhoneg: Tatu, unan eus kanerion ar strollad Okitan Massilia Sound System a oa bet aterset e 2007 da geñver ur sonadeg e sal ar Cité e Roazhon. Hag ur stumm nevez eus ar film Apollo XIII e 5 munutenn hag e brezhoneg.

Adkavout a reot Gwagenn TV en abadenn Urban Breizh war TV Roazhon ur wech bep miz adalek penn kentañ miz C'hwevrer. Skignet e vez an abadenn nevez-se bep Meurzh war TV Roazhon da 9eur noz (ha war lec'hienn TV Roazhon da c'houde).

A-benn chom hep c'hwitout filmoù Gwagenn TV e c'hellit staliañ gwagenn e-barzh Itunes. Pellgarget e vo en un doare automatek pep film nevez. Evel-se e c'hellot sellout ouzh ar filmoù war hoc'h iPod pe iPhone (pe binvioù all) en tren, er c'harr boutin, er privezhioù ha forzh pelec'h ! Gallout a rit ivez lakaat ur gwazh rss war ho parrenn ostilhoù. Kit e darempred ganeomp m'ho peus goulenn-mañ c'houlenn: gwagenn [at] gmail.com

Gwagenn TV a het deoc'h ur bloavezh 2009 direzon ha dichek !

(voir le site)

Cet article a fait l'objet de 1881 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 5) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons