© autre

Gant Arsellva Implij ar Yezhoù eo bet nevesaet an enklask kentañ bet graet e 2006 evit priziañ an niver a bostoù ma kemerer e kont ar varregezh « brezhoneg ».

Gant Arsellva Implij ar Yezhoù eo bet nevesaet an enklask kentañ bet graet e 2006 evit priziañ an niver a bostoù ma kemerer e kont ar varregezh « brezhoneg ». En ur ober 6 vloaz ez eus bet savet 400 post ouzhpenn : eus 900 post e 2006 omp tremenet da 1300 e 2013, da lavaret eo + 40%.

Gant ar c'helenn ez a 80% eus ar postoù-se, diwar lañs ar c'helenn divyezhek (800 post kelenner divyezhek zo bremañ). En 20% a chom e kaver ar « merañ frammoù » (postoù renerezh, sekretouriezh, kontouriezh, tud karget a gefridi), ar mediaoù, ar sevenadur… Kresket eo lodenn ar servijoù d'an dud ivez dre ma kresk an niver a bostoù evit ar vugaligoù.

E 2017 e tlefe bezañ etre 1500 ha 1900 post kevatal leunamzer ma c'houlenner ar varregezh « brezhoneg ». Danvez ouzhpenn evit ar c'hreizennoù-stummañ a ginnig ar stajoù 6 miz da zeskiñ brezhoneg.

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus