Daou strollad brezhonegerien bodet tro-dro d'al lenn a zeu d'en em gavout e Ti ar Vro Kemper, unan evit eskemm diwar-benn un destenn bet lennet ganto a-ziaraok, egile evit mont pelloc'h gant an deskiñ lenn brezhoneg.
BODAD-LENN TI AR VRO KEMPER
Daou strollad brezhonegerien bodet tro-dro d\'al lenn a zeu d\'en em gavout e Ti ar Vro Kemper, unan evit eskemm diwar-benn un destenn bet lennet ganto a-ziaraok, egile evit mont pelloc\'h gant an deskiñ lenn brezhoneg. Un ugent den bennak a zo deuet betek-hen en daou strollad.
D\'ar merc'her 13 a viz Kerzu e vo bodad-lenn gentañ, da 8 eur noz e Ti ar Vro Kemper. Da lenn e vo \"An dour en-dro d\'an inizi\" gant Youenn Drezen, embannet gant Al Liamm.
Bodad an deskiñ lenn a gendalc\'h d\'en em vodañ bep merc\'her betek dibenn bloavezh 2006, ha gwelet e vo da c\'houde pet alies en em vodo war-lerc\'h. Fonnus eo al labour ha youlet-mat ar berzhidi.
Mar fell d\'an dud e c\'hallont lakaat o anv ha dont da ezel eus Ti ar Vro Kemper a-benn kreñvaat hon emglev-bro ha degas menozioù nevez. 10€ e koust an emezeladur evit bloavezh 2007.
Si vous le voulez vous pouvez adhérer à Ti ar Vro Kemper. 10€ pour l\'année 2007.
TI AR VRO KEMPER 3, reper Familh Gabaï, straed Jean Jaurès 29000 KEMPER 02 98 90 70 43 tiarvro-kemper@wanadoo.fr
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !