photos/12/12203_1.jpg
photos/12/12203_2.jpg
photos/12/12203_3.jpg
- Communiqué de presse -
Un DVD nevez 'zo bet embannet gant ar gevredigezh Dizale
Ennañ 'vo kavet div zresadenn-vev : Patoenn ha liorzh al legumaj ha Bugel e gloc'hig. Ankoueet eo bet pevar penn-legumaj en ul liorzh. Hag ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c'hoadoù, gant paotr al lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc'h
Par Laors Skavenneg pour Dizale le 18/09/08 14:40

Ya ! Un DVD Nevez 'zo bet embannet gant ar gevredigezh Dizale ! ! !

Ennañ 'vo kavet div zresadenn-vev : Patoenn ha liorzh al legumaj ha Bugel e gloc'hig.

  • Patoenn ha liorzh al legumaj

    Savet gant Benoît Chieux ha Damien Louche Pelissier (2000, 28 mun)

    Ankoueet eo bet pevar penn-legumaj en ul liorzh. Patoenn, an 'ni fri furch, a grog da glask al liorzhour, met buan e vez kollet e hent gantañ.
    Adkavet e vo e vignoned gantañ ha dizoloet un ti-gwer kurius 'walc'h, ur penn legumaj euzhus o chom ennañ...
    Met da belec'h eo aet al liorzhour 'ta ? Ha piv eo hennezh en gwirionez ?

  • Bugel e gloc'hig.. Savet gant Jacques-Rémy Girerd (1999, 28 mun). Troet gant : Laorañs Skavenneg, Corinne Ar Mero. Gant mouezhioù Hélène Abalain, Aziliz Bourges, Nolwenn Korbell ha Manu Mehu.

    Ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c'hoadoù, gant paotr al lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc'h. En e dorn e oa ur gloc'hig.
    Desavet eo bet Charlie e ti an emzivaded, asambles gant c'hwec'h bugel all. Komz a ra alies d'e gloc'hig kaezh ha klask a ra kompren kevrin e c'hanedigezh.
    Nebeut a-raok Nedeleg, ez a paotr-al-lizhiri da gas al lizhiri bet skrivet gant ar vugale d'an Tad Nedeleg. Asambles gantañ emañ Charlie...


    Evit prenañ an DVD-mañ, (voir le site) Klask pe (voir le site) diwar Bannoù Heol e brezhoneg.

    (voir le site) eus Dizale

  • Kevredigezh DIZALE
    [ Gwelout pennadoù all Dizale]
    Vos 0 commentaires
    Commenter :
    Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
    ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 8) ?

    ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons