Koulz ar c'hastrilhe gant Herve ar Gall
Lec'hiet eo eil romant Herve ar Gall e Breizh hag e Bro-Anjev d'ur mare ma oa reuz bras dre ar vro, da vare an IIIe Republik, etre 1794 ha 1800.
Emsavadeg a oa bet un tamm e pep lec'h dre ar vro a-enep ar Republik, a-enep ar Re C'hlas.
Ar Chouanted a oa niverus o armeoù ha renet e oant gant tud taer ha dizaon : Kadoudal, Boishardy, Roue Begnen, Markiz ar Rouari.
Studiet pizh en deus Herve ar Gall ar prantad-se eus Istor Breizh met lakaet en deus e ijin hag e faltazi da labourat a-benn kinnig deomp un istor un tamm mat disheñvel memes tra...
Mont a ra an tu gounit gant ar Bleizi Ruz... Deomp 'ta da heul Pêr Mengi, Kaourintin, Erwan Madeg hag o mignoned, difennerien Republik Breizh!
13 €
Al Liamm
14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet
22300 Lannuon/Lannion
02 96 48 03 00
kab(AT)brezhoneg.org ha (voir le site)