photos/12/12832_1.jpg
- Agenda -
11 a viz Kala-Goañv 2008 : Lid ar Peoc'h e koun ar soudarded a Vreizh aet d'an anaon a-hed ar c'hantvlezadoù
Ar gevredigezh Santez Anna Gwened a ginnigo ur lid hag ur sonadeg a-benn ar Meurzh 11 a viz Kala-Goañv 2008, da 3 eur d'enderv, e penniliz Santez-Anna-Gwened. Da-geñver an 11 a
Par Claude Bagousse pour Santez Anna Gwened le 6/11/08 10:50

Ar gevredigezh Santez Anna Gwened a ginnigo ur lid hag ur sonadeg a-benn ar Meurzh 11 a viz Kala-Goañv 2008, da 3 eur d'enderv, e penniliz Santez-Anna-Gwened.

Da-geñver an 11 a viz Kala-Goañv e faot da Santez Anna Gwened lidiñ ar Peoc'h ha tolpiñ an dud evit derc'hel soñj ha koun ag ar lazhadeg vras a oa bet er brezel bed 1añ hag ar mell cheñchamant a oa daet d'e heul evit tonkadur, sevenadur ha yezh Pobl Breizh.

Lerc'h-ouzh-lerc'h e vo Jorj Belz ha Jean-Paul Rieux é lenn testennoù skrivet e brezhoneg get Loeiz Herrieu, Yann-Ber Kalloc'h hag Emile Masson, ha 5 laz-kanal (170 a dud) – Bouezh Santez Anna, Bubri-Melrant, Kalonoù Derv, Kanerion ar Skorv ha Bouezh er Mor – é kanal ur pemzek sonenn vrezhonek bennak a denn da istoer ar Vretoned e-pad ar brezel bed 1añ ; evit ambroug ar ganerion hag ar brezegourion e vo ivez ar sonerion André Le Meut ha Dominique Le Blay .

Mod-arall e vo meur a sonenn da lakaat an dud er sal da ganal asambl get ar lazioù-kanal, ken evit ober bourrapl d'an holl, ken evit roiñ da anavet ar sonennoù-se.

Digoust e vo mont a-barzh, met goulenn a reomp get an dud en em gavout da 3 eur d'enderv, dre ma n'eus ket kalz a blas en iliz. Krogiñ a ray an abadenn get ur prantad e koun ar re varv dirak ar C'hounlec'h e-tal ar penniliz.

Evit gouiet hiroc'h : 02 97 36 66 81 ha santez-anna-gwened [at] aliceadsl.fr

(voir le site)

Cet article a fait l'objet de 1020 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons