Put your name here

10vet penn-bloaz ar FEST BRO PAGAN
luc'hskeudenn karrdioù stokañ an ti feurm FBP
10vet penn-bloaz ar FEST BRO PAGAN
Maion ha Wenn
Agenda
10vet penn-bloaz ar FEST BRO PAGAN
Roet e vo bet deoc'h sonerezh deus ar c'hentañ da zañsal warniñ evit lidañ dekvet penn-bloaz ar FEST BRO PAGAN e penn kentañ ar miz gouhere e Gwiseni. Ya, ya! Dek
Bruno LE GRAS
Publié le 5/06/15 19:18 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Date de l'évènement : le 03/07/2015 à 20 h à Guisseny

Roet e vo bet deoc'h sonerezh deus ar c'hentañ da zañsal warniñ evit lidañ dekvet penn-bloaz ar FEST BRO PAGAN e penn kentañ ar miz gouhere e Gwiseni.

Ya, ya! Dek vloaz a zo dija ma ro tro d'an dud da gregiñ brav gant an hañv ar Fest Bro Pagan!

Koulz da dud ar vro ha d'al lakichen a zeu espres-kaer evit ar fest-se pe evit ar re a zizoloio dre zigouezh pe heñchet gant mignoned dezho ar fest leun a draoù d'ober enni e-kerzh teir devezh.

Ar strollad muioc'h-muiañ anavezet war al leurennoù festoù-noz STARTIJENN e anv hag a zo o paouez lakaat e-maez e bladenn arc'hant nevez a vo aze evit lakaat an treid da fiñval war ur sonerezh hengoun levezonet gant ar rok. Tud yaouank bet liseidi el lise Diwan Karaez a ya d'ober STARTIJENN, tud ken brav ha plijus o sonerezh dezho ma' z int bet pedet da seniñ tro ar bed e meur a vroioù abaoe o deroù. Un arouez evit ar FBP a zo pouezus eviti reiñ ur blas brav da sevenadur ha yezh hon bro.

Strolladoù arall a vo tro dro da STARTIJENN evit lakaat an dud da gorolliñ d'ar sadorn 4 a viz gouhere. En o zouez KOUDASK, KEDAL, HERVIEUX tad ha mab hag ar re liammet kreñv gant ar Fest Bro Pagan abaoe bloavezhioù, TCHIKIDI gant o lusk hag o fent eus Breizh Uhel.

Arabat ankounac'haat MAION HA WENN a lakao an arvesterien da c'hoarzhiñ sur mat dre o zestennoù plijus hag o sonerezh gouest da lakaat ar galon da dridal.

Hag e vo ivez tudoù ar gumun brudet evel JAKEZ ar BORN pe o kregiñ evel AR C'HI WAWA.

Evel boaz e vo aozet stajoù c'hoazh er bloaz-mañ lod a-raok ar fest e fin miz mezheven.

Peadra da zeskiñ fardañ krampouez mod ar vro, da gemer perzh en ur sevel un toenn koad, da sevel paniri osier, da gizellañ betoñs ha zoken da filmañ! Traoù a bep seurt evit tud a bep seurt rak e vez dogor d'an holl c'hoant ganto kemer plijadur ar FBP.

War ar maez eus parrouz Gwiseni eo roet emgav deoc'h-hu e Sant-Weltaz en ul lec'h en doa plijet kalz da Jean Baron ha Christian Anneix un nebeut bloavezhioù a zo:

«Dreist eo al lec'h-mañ. Evel un distro e penn kentañ ar bed ez eo! Hag ouzhpenn da-se ez eus tu sevel liammoù gant an arvesterien dre ma ne vez ket re vraz an dachenn.»

(voir le site)

Document PDF p4livret_de_prsentation20150511_1.pdf levrig kinnig ar soandegoù. Source : FBP
Voir aussi :
mailbox
imprimer
doaretaer ABP evit Pariz ha Brest
Gwelout pennadoù all gant Bruno LE GRAS
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.