© Domaine public

Evel bep bloaz e vo aozet gant ar gevredigezh "Les P'tits Pot'iront", Foar Daoulaz d'ar sadorn 31 a viz eost ba' Daoulaz.

Evel bep bloaz e vo aozet gant ar gevredigezh "Les P'tits Pot'iront", Foar Daoulaz d'ar sadorn 31 a viz eost ba' Daoulaz.

Ar bloaz-mañ hon eus pedet d'ar gwener 30 a viz eost da 8e45, evit digeriñ ar foar, Soazig Daniélou da ginnig deomp an teul-film "O seizh posupl" diwar-benn an doareoù o deus ar re yaouank da vevañ hiziv e brezhoneg.

D'an 31 a viz eost e vo kinniget adalek 10 eur :

  • ur marc'had artizaned, peizanted ha produerien ar vro,
  • un toullad abadennoù evit ar re vihan hag ar re vras : tresadennoù war ar prim, c'hoariva e brezhoneg, c'hoarioù ar bed-holl, strobinellerezh, kronnikenoù hon hucher mil-vrudet Ben Le Crieur,
  • atalieroù digor d'an holl: engraverezh, poderezh, kan, kegin...
  • konsertoù: Espèce de chorale, Funky Dirty Chicken, Stone Free, Ceili Band Jarrow, Amari Family, Plou Fiddle Band, Sophie Troll au chocolat, Yod,
  • divizoù,
  • ur friko peizant, gant produioù ar vro adalek 19e.

Digoust 'vez pep tra.

Deuit niverus da lidañ ganeomp 10vet deiz-ha-bloaz Foar Daoulaz!!!

Voir le site ■

josette Le Gall

L'association Les P'tits Pot'iront a pour but le développement des ressources humaines et écologiques sur le pays de Daoulas En savoir plus