Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
10vet deiz-ha-bloaz an Ofis, Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg : un devezh leun a bromesaoù evit ar brezhoneg
Lidet eo bet dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d'ar Sadorn 30 a viz Mae 2009 e Palez ar c'hendalc'hioù en Oriant. Ouzhpenn 150 den, izili an Ofis, dilennidi ha tud
Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44 le 5/06/09 1:33

Lidet eo bet dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d'ar Sadorn 30 a viz Mae 2009 e Palez ar c'hendalc'hioù en Oriant. Ouzhpenn 150 den, izili an Ofis, dilennidi ha tud kar o yezh o deus kemeret perzh en darvoud-mañ. En endervezh, hag evel bep bloaz da-geñver Gouel Erwan, e oa bet roet Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg e anv ar C'huzul-rannvro.

Un devezh gouel ha labour war un dro a zo bet kinniget d'ar berzhidi. Gant an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis abaoe e grouidigezh, eo bet kinniget an oberoù pennañ bet o luskañ buhez an Ofis en 10 vloaz diwezhañ. Da c'houde eo bet kemeret ar gaoz gant Fulup Jakez, rener an Ofis, en deus lakaet fraezh an traoù war stad ar yezh, ar pezh a zo aet war-raok, ar pezh a chom d'ober. An ao. Yann-Bêr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh er C'huzul-rannvro en deus degaset da soñj pep hini engouestl ar Rannvro evit diorren ar brezhoneg.

Aozet e oa bet un diviz war-lerc'h m'o deus kemeret perzh ennañ tud e karg an 3 hentad divyezhek. An it. Anna-Vari Chapalain, renerez Diwan hag ar prezidant an ao. Michel Guego, an ao. Yannig Baron, prezidant Dihun (hentad prevez) hag an ao. Paul Molac, prezidant Div yezh (hentad publik) o deus lakaet war wel e oa bet kresket madik a-walc'h an niver a skolidi met displeget o deus ivez e oa mallus-tre aozañ gwelloc'h ar c'helenn ha sevel ur gwir steuñv diorren evit digeriñ klasoù e Breizh a-bezh evit bezañ gouest da ginnig kentelioù brezhoneg un tammig e pep lec'h.

Evel bep bloaz abaoe 2002 e vez aozet Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg gant Ofis ar Brezhoneg diwar c'houlenn Kuzul-rannvro Breizh. Dileuriet e oa an ao. Jean-Yves an Drian gant an ao. Nicolas Morvan hag an it. Naig Gars, kuzulierien-rannvro. Er bloaz-mañ ez eo mouezh leun a from ar ganerez Nolwenn Korbell he deus lakaet kalon an dud da dridal. Ur wezh c'hoazh ez eus bet tu da reiñ prizioù ha da lakaat war wel oberoù nevez ha graet eus ar c'hentañ gant al loreidi.

3 loread nevez er rummad « hiniennoù » a zo bet priziet evit o dibaboù buhez heverk hag an oberoù o deus graet c'hoazh : Olier Huu Taï Tran, Xavier Guillotel et Yann-Frañch Millet o deus desket brezhoneg en o oad gour hag implijout a reont ar yezh en o buhez prevez ha war o lec'h labour. Diwar vremañ e treuzkasont o yezh e meur a zoare tro-dro dezho.

Er rummad « kevredigezh », kevredad Ti ar vro Bro Leon zo bet priziet evit e obererezhioù liesseurt kinniget e brezhoneg ha krouidigezh ar B&B (Bevañ e brezhoneg), stajoù dre soubidigezh e ti an dud. Embannadur ul levr-CD, bet savet gant skoazell servijoù sokial an departamant, strollad ar Vro Bagan ha meur a di-leve evit an dud a labour gant ar re gozh, en deus desachet evezh ar bodad-barn dreist-holl. War wel eo bet lakaet ar re yaouank ivez gant 2 gevredigezh o deus gounezet an eil priz rampo : Laz-kanañ Allah's kanañ hag ar strollad c'hoariva Los Furlukinos, div gevredigezh krouet gant tud a oa bet e Diwan gwechall. Mod-all, priziet eo bet ar gevredigezh Douar Alre evit he labour evit ar yezh kaset da benn e bro an Alre.

Gant ar rummad « embregerezhioù » ez eus bet tu da veuliñ al labour kehentiñ e brezhoneg savet gant an embregerezh Géothermie Confort a fell dezhañ tuta brezhonegerien. An embregerezh yaouank Stered a zo bet priziet evit an nerzh en deus lakaet da vrezhonekaat kement ober kaset a-benn gantañ (kehentiñ, pakata ha kement 'zo) evit gwerzhañ an dilhad awenet gant Breizh krouet ganto. Aet eo ar priz kentañ gant an embregerezh Abglenn, produer ha tineller bio staliet e Pederneg ha siner Ya d'ar brezhoneg evit al labour don a vez graet gantañ abaoe meur a vloaz.

Tra nevez ar Prizioù 2009 eo krouidigezh ur pevare rummad, savet abalamour d'ar berzh a ra ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg er c'humunioù. Ar rummad « strollegezhioù » eo. Priziet eo bet al labour kaset da benn gant kumunioù Pluguen (29) ha Redon(35) koulz hag hini Kumuniezh kumunioù Kreiz-Treger en Aodoù-an-Arvor. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn al loreidi, pellgargit an teuliad stag.

Document PDF 15343_2.pdf Loeridi 2009. Source :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons