Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Manifestadeg skoazell ospital Karaez : UDB Kreiz Breizh n'eo ket evit degemer divizoù direizh ha direzon an Aotrou Antoine Perrin « Super prefed » an ARH e Breizh
Tremenet eo ar votadegoù tier-kêr : kregiñ a ra an Aotrou Antoine Perrin, « super prefed » an ARH e Breizh, gant e labour dispenn. Ospital Karaez a zo e-mesk ospitalioù Breizh a zo en arvar da vezañ serret. N'eo ket peogwir e vank ur milion a euroioù e
Par Nil Caouissin pour UDB le 20/03/08 19:42

Tremenet eo ar votadegoù tier-kêr : kregiñ a ra an Aotrou Antoine Perrin, « super prefed » an ARH e Breizh, gant e labour dispenn. Ospital Karaez a zo e-mesk ospitalioù Breizh a zo en arvar da vezañ serret.

N'eo ket peogwir e vank ur milion a euroioù e kef an ospital e rank ar Stad serriñ anezhañ, un ospital n'eo ket un embregerezh kapitalour hag a rank ober gounidoù, ur servij publik eo d'ober war-dro yec'hed an dud, traken. UDB a sav a-du krenn gant implijidi an ospital, tud ar vro hag an dilennidi, a c'houl groñs digant ar Stad ma vo dalc'het an ospital e Karaez gant e holl servijoù : ar surjierez kenkoulz hag an ti-gwilioudiñ. UDB a c'halv holl dud Kreiz Breizh da vont da Garaez da vanifestiñ Karaez d'ar sadorn 29 a viz Meurzh, a-benn derc'hel an ospital e kêrbenn Bro Poc'hêr.

Ne ra ket ar Stad he labour delc'her ar servijoù publik e Breizh ; neuze eo d'hor Bro ha d'he rannoù melestradurel d'ober war o zro, diwar neuze. Ar c'huzul rannvro en deus diskouezet e oa barrek da gas an traoù war-raok, pa vez fiziet ennañ hen ober. Al labour bet kaset da benn vat evit kempenn al liseoù, pe reiñ lañs en-dro d'an TER, a zo ur skouer vat, a dalvez ez eo gouest Breizhiz da verañ ar servijoù publik. Neuze, UDB Kreiz Breizh a c'houl, ur wech c'hoazh, : ma vo bodet dilennidi ar c'humunioù, re ar rannvro hag ar Stad, ar sindikadoù, pennoù "Bro COB" (Bro "Kornôg Kreiz Breizh"), gant ar pal da gaout un emglev etre rannvro Breizh, Bro KKB hag ar Stad, evit mirout an ospital e Karaez hag ar servijoù publik e Kreiz-Breizh.

Nann 'vat! , Aotrou Perrin, ne laosko ket tud ha dilennidi Kreiz Breizh an ARH divizout diouti hec'h-unan petra vo dazont ospital Karaez. N'omp ket evit degemer ho tivizoù direizh ha direzon, hag enep-demokratel anezhe.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons