E miz Genver e vo roet lañs d'an dekvet troiad filmoù-bevaat nevez advouezhiet e brezhoneg gant Dizale, gant sikour Kuzul Rannvro Breizh. An droiad-se a vo kinniget betek miz Mezheven 2013 e pep lec'h e Breizh hag e Pariz, evit skolidi an teir hentenn divyezhek publik, katolik ha Diwan, adalek ar skol-vamm betek ar skolaj. Gant Daoulagad Breizh e vez kenurzhiet an droiad-se, asambles e lec'hioù-zo gant an Emglevioù-bro, an Tiez-bro pe kevredigezhioù lec'hel.
140 abadenn a oa bet kinniget warlene, e 70 lec'h skignañ. 9 272 bugel, ezel eus 165 skol ha 3 skolaj, o doa kemeret perzh. War ziorren ez a bep bloaz ar rouedad skignañ.
Bewech ma vez skignet ur film e vez graet gant ur pal « fiñvskeudennek » , ur pal deskadurel hag ur pal yezhoniel. Ar vugale o dez tro, e giz-se, da vont en ur sal sinema da welet daou film brav e brezhoneg hag, alies, da gejañ gant bugale divyezhek ar skolioù all. Ul labour don a c'hell bezañ graet er c'hlas, liammet gant ar filmoù. Savet e vez un teul evit ar c'helenner, hentoù labour ennañ.
Daou brogramm nevez a vo da zizoloiñ er bloaz-mañ :
• Ar Yeti + Ar Groufalo, evit ar re vihan
• Arrietty, bedig ar skraperien, evit ar re vras
An abadennoù gentañ a vo dalc'het d'ar 17 a viz Genver er CLC er Gelveneg.
Kit war hol lec'hienn evit gouzout hiroc'h : www.daoulagad-breizh.org
Kavout a reoc'h roll an abadennoù da zont.