Diwar atiz ar c'hevredad Startijenn ar Vro Vigoudenn hag e brezidant Reun Koupa e oa bet aozet er bloaz-mañ « Gouel ar vro Vigoudenn » d'ar 17 ha d'an 18 a viz Du 2007 Lidañ identelezh ar vro Vigoudenn ha lakaat war wel an oberoù a c'hell pep hini kas da

Diwar atiz ar c'hevredad Startijenn ar Vro Vigoudenn hag e brezidant Reun Koupa e oa bet aozet er bloaz-mañ « Gouel ar vro Vigoudenn » d'ar 17 ha d'an 18 a viz Du 2007

Lidañ identelezh ar vro Vigoudenn ha lakaat war wel an oberoù a c'hell pep hini kas da benn evit diorren ar brezhoneg hag ar sevenadur, sed aze ar pezh e oa pal ar gouel-mañ a vod annezidi ar vro ha kevredigezhioù a bep seurt.

Daou zevezh leun-raz a abadennoù eta a zo bet kinniget d'an dud. D'ar Sadorn, ur brezegenn diwar-benn identelezh Breizh gant ar sokiologour Ronan ar C'hoadig, an eil gant Jaime Ocampo Rangel (luc'hskeudenner tudoniour eus Kolombia) war minorelezhioù all er bed a-bezh hag an trede kinniget gant Serge Duigou, istorour brudet ar vro Vigoudenn, diwar-benn identelezh e gorn-bro. Etre ar Sadorn hag ar Sul e c'helled kemer perzh en abadennoù dañs pe kanañ a oa aozet koulz hag en ur staj brezhoneg kinniget gant Mervent.

D'ar Sul e oa bet daou brantad pouezus. Ur c'hollok da gentañ, ma oa bet pedet tud ar vro e karg eus an touristerezh, ar peskataerezh, al labour-douar, pe c'hoazh ar brezhoneg, da eskemm ha da brederiañ war al liammoù a zo etre an Armerzh hag an Identelezh. Patromed embregerezhioù a zo deuet da lavaret o soñj ivez war ar gounid a c'heller tennañ eus un identelezh kreñv evel hini ar vro Vigoudenn.

Goude ar c'hollok-mañ, an eil darvoud pouezus a oa lid-sinañ an emglev Ya d'ar brezhoneg gant dek embregerezh eus ar vro. Bez' eo ar sinadurioù-se frouezh al labour kaset war-raok gant Reun Koupa, skipailh Startijenn hag Ofis ar Brezhoneg evit kizidikaat an embregerien ouzh ar c'houlzad. Sed amañ a-is roll an dek siner nevez, an holl anezho o tont eus ar gennad prevez, a lakaio neuze listenn hir ar sinerien da greskiñ c'hoazh.

  • Studio luc'hskeudennoù Le Lain, Pont-'n-Abad - B. Matignon, kuzulier war ar c'heginañ, Kombrid - Rosa, Chokoladourez, Pont-'n-Abad - Chokoladour Robinet, Pouldreuzig - Baraerezh Le Cleac'h, Pornaleg - Bernez Lebreton, liorzhour, Ploveur - Andre le Boennec, livour kinklour, Penmarc'h - Sant Pêr, M. Guichaoua, Penmarc'h - Leti Breizh, Pont-'n-Abad - Men Lann Du, Ti krampouezh, Pont-'n-Abad

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère.

Site officiel