Dorn-ha-dorn gant aozerien ar vanifestadeg, « Justis evit ar Brezhoneg » « Justis evit Diwan », UDB Kreiz Breizh a vo war an dachenn disadorn 31 a viz Meurzh, da 3 eur, Plasenn ar Frankiz, en Oriant. Goulenn ra ar Unvaniezh Demokratel Breizh da holl vignoned ar brezhoneg ha d’an holl zemokrated da gemer perzh niverus en emgav-se.
Karta europa ar yezhoù rannvro pe/ha minorelaet n’eo ket bet gwiriekaet c’hoazh, daoust d’ar promesaoù bet graet gant meur a brezidant bet e penn ar Republik C’hall. Ar Vonreizh a ranko bezañ kemmet, ivez, evit ma vo anavezet ar brezhoneg ez ofisiel e framm ar Republik C’hall ; hag ar rannvro a ranko kaout galloud ha budjed evit ar sevenadur hag ar c’helenn brezhoneg . Evit UDB an holl c’houlennoù-se a zo reizh penn-da-benn, kement ha kaout ur statud publik a zere gant e bedagogiezh evit Diwan.
An danvezioù prezidant ar Republik a zo war ar renk a ranko sevel a-du krenn gant ar goulennoù-se. Kaout justis evit ar brezhoneg hag evit Breizh eo . Bez’ oa bet 20 000 a dud o vanifestiñ e straedoù Roazhon d’an 22 a viz Meurzh 2003 evit ma vo sevenet, gant ar Stad C’hall, ar goulennoù kreñv-se savet gant ar Vretoned.
En tu all da-se, emañ nec’het bras UDB gant an doare emañ deuet « an idantelezh broadel » e-kreiz tabutoù votadegoù prezidant Bro-C’hall. Peseurt plas vo da sevenadurioù ha yezhoù Breizh gant ar seurt « Republik gokardennet» emañ o soñj sevel meur a zanvez prezidant. UDB n’eo ket evit degemer ma vo « Lepenaet » holl ar c’hampagn-se. Un nec’hamant bras ouzhpenn, evit an holl dud o deus kred c’hoazh er Stad a-wir hag en demokratelezh.
Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall