Gant Germicopa, un embregerezh arbennikaet war ar c'hrouiñ gouennoù avaloù-douar nevez, ez eus kinniget un diskouezadeg e brezhoneg diwar-benn an torzhelloù hollvrudet. En diskouezadeg, zo kinniget e Diwan Kemper en devezhioù-mañ, e kaver pevarzek panell bedagogel

Gant Germicopa, un embregerezh arbennikaet war ar c'hrouiñ gouennoù avaloù-douar nevez, ez eus kinniget un diskouezadeg e brezhoneg diwar-benn an torzhelloù hollvrudet.

En diskouezadeg, zo kinniget e Diwan Kemper en devezhioù-mañ, e kaver pevarzek panell bedagogel a ro an tu da c'houzout hiroc'h diwar-benn istor, douaroniezh, ha blaz ar patatez.

Savet eo bet ar panelloù livet-flamm-se evit ar c'hlasoù divyezhek hag ur benveg a zoare e vo evit ar c'helenn e brezhoneg. Kas a reont ivez d'un danvez all, an arzoù-kaer, dre ma kinnigont pennoberennoù krouet diwar gouennoù avaloù-douar liesseurt.

Lakaet eo bet an diskouezadeg e brezhoneg gant servij Treiñ-Aliañ an Ofis, diwar c'houlenn Germicopa, un embregerezh a zo e sez e Kemper. Un droidigezh aketus a zo bet savet gant troerien ar servij a zo bet laouen o labourat war un danvez a zigor hentoù nevez d'ar brezhoneg.

Evit sellet ouzh an diskouezadeg (hag al levrig pedagogel a ya d'he heul) war ar genrouedad ha/pe he fellgargañ : http://www.etpatati.com/mods/std/actus/1222353023/voir

Evit kaout an diskouezadeg en ho skol, mont e darempred gant Ofis ar Brezhoneg :
02 51 82 48 35
ofis44@ofis-bzh.org

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus