Nous n'utilisons pas de cookies sauf pour éviter de vous représenter ce message et, dans le cas des contributeurs, pour faciliter leur login. Vous êtes cité dans un article ? En savoir plus sur la loi RGPD et en particulier le droit à l'oubli.
Présentation de livre
"Sklerijenn ar feiz kristen" e brezhoneg
Golo Lumen fidei
Dindan ar wask emañ kelc'h-lizher ar Pab Frañsez gant Embannadurioù Imbourc'h.
Ul levrig 87 pajennad ez eo, bet troet en ur brezhoneg klasel gant Paol Kalvez, daoust m'eo diaes mat an
Dindan ar wask emañ kelc'h-lizher ar Pab Frañsez gant Embannadurioù Imbourc'h.
Ul levrig 87 pajennad ez eo, bet troet en ur brezhoneg klasel gant Paol Kalvez, daoust m'eo diaes-mat an danvez.
Er c'hlec'h-lizher-mañ, bet kroget gant Benead XVI ha gourbanet gant e warlerc'hier, ez eus anv eus ar Feiz : sklerijenn ar feiz eo anv al levr, diouzh anv ar gerioù latin kentañ a gaver er skrid latin orin : Lumen Fidei.
Pa rank ar brezhoneg bezañ ur benveg gouest da blediñ gant holl dachennoù buhez-spered Mab-den, ez eo reizh kavout oberennoù a seurt-se en hor yezh, daoust pegen skort e vo marteze al lennerion a c'hoantaio magañ o feiz gant seurt lennadur.
War dachenn ar relijion e teu an oberenn-mañ e ti Imbourc'h da heul "Diverradur Katekiz an Iliz katolik", 13 levrenn ofis al lennadurioù liderezh an Eurioù (Brevial), Levr "An Hent" diazezer an Opus Dei, An Nor d'ar Vuhez Deol gant Sant Frañsez a Sal, Gourbannoù (Kofesioù) Sant Eosten, Emvuhezskrid Santez Tereza Vihan, adembannadur buhezioù Dom Mikael an Noblezh hag an Tad Maner.
10 euro eo al levr e ti EAT, Kergreven, 29800 Trelevenez
http://emglev.wordpress.com
Respectez la loi : pas de diffamation, propos haineux (racisme, sexisme, homophobie…), négationnisme, apologie de crimes/actes violents, harcèlement ou incitation à la haine/violence.
La rédaction peut publier, refuser ou retirer tout commentaire à sa discrétion, y compris lorsque l’auteur de l’article a déjà modéré (sur ABP les auteurs sont les modérateurs).
En continuant, vous confirmez avoir lu et accepté ces règles.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !