Ur c'haner a feson hag ur sapre farser...

Jean Flegeo, paotr lizhiri Tremen a oa hag a zo ur sapre farser atav : troet gantañ e brezhoneg "la ronde des canards" hag ivez ar fablenn "ar vran hag al louarn".

Dastumet a oa bet gantañ kanaouennoù e mamm, met ivez tonioù a bep seurt, e brezhoneg hag e galleg. Sot gant ar sonerezh pa oa seizh vloaz dija, ampart eo ar paotr evit meur a dra : seniñ akordeons (met re baour e oa pa oa yaouank ha ret e oa dezhañ seniñ war unan amprestet, pe unan bihan-tre), kanañ, liorzhañ,kempenn hentoù bihan Treumeun ha sevel paneroù brav !

Skrivet oa bet gantañ ul levr e galleg " La vie, c'est comme le temps ", un den-tre eo, ha sur, ne vez ket kavet hir e amzer gantañ !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....