photos/33/33530_1.jpg
- Communiqué de presse -
[Redadeg 2014] Ar festoù e Roazhon
Petra eo ar Redadeg ? Ur redadeg a-eilek e-pad 1500 km eo ar Redadeg. Bep eil bloaz e vez aozet, abaoe 2008. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an
Par Katell Chantreau pour Diverses associations le 13/04/14 14:08

Petra eo ar Redadeg ?

Ur redadeg a-eilek e-pad 1500 km eo ar Redadeg. Bep eil bloaz e vez aozet, abaoe 2008. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud noz ha deiz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo, a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac'h, oberiant ha startijenn ganti ! Eus Montroulez e loc'ho d'ar 24 a viz Mae hag e Groñvel e tegouezho d'an 31 a viz Mae. Festoù liesliv a vo aozet a-hed an hentad gant skipailhoù lec'hel.

Ar Redadeg e Roazhon

Ar festoù e Roazhon

Sadorn 24 a viz Mae, 4e-8e noz, plasenn an ti-kêr

Un abardaevezh evit farsal redek ha c'hoari e brezhoneg gant ho pugale, ho tud pe ho mignoned :

c'hoari An unyezher diwezhañ

redadegigoù diroll

kilometr kentañ e duplex gant Montroulez gant ar strollad Barzhanoff is not dead

c'hoarioù hengounel berdinguettes ha bazh-yod gant La Jaupitre

sevel a-stroll an diskouezadeg poltredoù "Brezhoneg, yezh vev e Roazhon : 500 poltred"

filmañ al lipdub "Laouen / Happy"

krampouezh lipous ha tavarn...

Lun 26 a viz Mae, 4e40-7e beure, plasenn ar Maezioù Frank

Sav-heol gant ar Redadeg

Deuit da redek ! : KM 321 betek KM333 (straed Sant-Malou, Hôtel Dieu, plasenn Hoche, ti-kêr, Charlez ar Gall, Sarah Bernardt, Sant-Jakez-al-Lann...)

5e30 : kafe ha bara chokolad profet d'ar rederien, plasenn ar Maezioù Frank

diskouezadeg poltredoù war blasenn ar Maezioù Frank

Ur STAND kelaouiñ ha gwerzhañ rochedoù vo aozet gant ar skipailh lec'hel d'ar Sadorn 19 a viz Ebrel e marc'had al Lisoù.

Darempred

Mediaoù : Fabrice Cadou, fabcadou2 [at] yahoo.fr

Tud a-youl vat (evit reiñ an dorn) : Katell Chantreau, katellig [at] yahoo.fr

Voir aussi sur le même sujet : Redadeg, 2014, pooltredoù, diskouezadeg, Roazhon
Katell Chantreau, stourmerez e bed ar c'hevredigezhioù
[ Gwelout pennadoù all Diverses associations]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons