-- Cultures --

"Ni a gano" : ur raktres film kaset gant skipailh Perynn

Chronique de Kerne multimédia (porte parole Fanny Chauffin) publié le 8/10/16 20:17

Perynn, evit ar film
Perynn, evit ar film "ni a gano"

Setu neuze a-benn nebeut, ur film nevez gant ur skipailh brudet dija (Allah's kanañ, c'hoariva, sonerezh...).

Ur plac'h leun a startijenn eo Perynn. Mersi bras dezhi da vout respontet ken prim d'ar goulennoù savet evit gouzout hiroc'h war he film nevez troet, ha frammet evit bout diskouezet evit ar wech kentañ bremaik...

ABP - Penaos eo ganet ar raktres film ?

Perryn B. - Justine ha me hon eus c'hoant ober ur gomedienn liammet gant ar c'han abaoe ar skolaj. Plijet omp gant istorioù krennarded fentus ha plijout a ra deomp ober sonerezh. «C'hwi a gano» a zo un doare plijus da gaout an daou.

ABP - Penaos ho peus graet evit stummadur ar skipailh teknikel, ar gomedianed,... ?

P. B. - En em stummet omp hon unan, dra vras. Bremañ e c'heller deskiñ kalz war ar rouedad. Youtube a c'hell sikour kalz, eveljust. Ur bern tud a sav videoioù diwar-benn sevel videoioù ! Me bet e oan bet da heuliañ tud gant micherioù ar c'hleweled e-pad an hañv, evit en em brientiñ mat. Ha goulennet hon eus sikour digant tud a vicher, a ra traoù e brezhoneg, e giz Julien Abgrall, pe Mai Lincoln. Ar pep pouezusañ evidomp a oa kaout fiziañs er raktres, er mennozh, ha reiñ fiziañs d'an dud tro dro deomp. Lavaret hon eus dezho e oant gouest da gemer ar son, pe c'hoari perzh ur c'hrennard da skouer.

ABP - Ar budjet : netra ? Ret eo debrin memestra, feurmin an dafar, ... ?

P. B. - Soñjet hon eus e savfemp ar raktres hep arc'hant, met eveljust e ouiemp e vefe dispignet mouniz memestra, pa vefe ken evit bouetañ an dud. Evit c'hoazh eo bet paeet ar frejoù ganeomp met kredabl e raimp ur c'hrowdfunding evit klask rastellañ un tamm arc'hant, ha prientiñ ar c'houlzad 2 ! Dre chañs ez eus bet asantet gant kevredigezhioù e giz Canal Ti Zef pe Regards vers l'autre prestiñ deomp dafar : kameraioù, mikroioù, gouloù.

ABP - Senario ha skritur ar film : te da unan, pe gant sikour tud o doa graet dija ?

P. B. - Skrivet hon eus da gentañ an istor dre vras gant Justine, hep soñjal tamm ebet en teknik. N'omp ket bet stummet tamm ebet, met stummet eo hor sell gant tout an abadennoù hag heuliadoù a sellomp outo : My mad fat Diary, Mean Girls, Game of thrones, hag al levrioù ivez, e giz Harry Potter. Plijet omp hon div gant ar memes doare istorioù, setu perak e oa naturel a-walc'h ar skritur. War-lerc'h hon eus ranket lakaat an istor dindan stumm ur senario. En em rentet omp kont e vije kalz re hir evit derc'hel dindan 50 munutenn film. Met deuet omp a benn da gontañ kalzig memestra.

ABP - Ar c'han : adkemeret ho peus «standards» met aozet oa bet paozioù ha sonerezh ganeoc'h ?

P. B. - Ar ganaouennoù 'zo bet krouet ganeomp penn da benn, me, Justine, Quentin Morvan ha Mael Guego. Plijus kenañ eo bet ar mareoù krouiñ-se, daoust ma oa berr an amzer. Simpl kenañ eo bet skrivañ pozioù hag ijinañ tonioù peogwir e oa ur stil cliché a-walc'h e oamp o klask, gant komzoù skañv ha simpl. Ret e oa en em lakaat e kroc'hen an dudennoù hag en em lezel da vont.

ABP - Petra eo da balioù gant al labour-mañ ? Plijadur, diskouez int gouest ar re o deus c'hoant d'ober ken mat hag ar re «a vicher» ?

P. B. - Pal «C'hwi a gano» a zo kaout plijadur, kas da benn ur raktres hon oac'hoant ober abaoe pell. Krouiñ un heuliad a denn d'ar re a sellomp war internet, a lak ac'hanomp da c'hoarzhin.

ABP - Hag ar raktresoù da heul ?

P. B. - Ur c'houlzad 2 a vo kredabl, ken plijus ma oa treiñ ar c'houlzad kentañ. Met arc'hant e vo ret kavout un tammig ar wech-mañ !

Voir aussi :
©agence bretagne presse

mailbox imprimer

Doktorez e Skol Veur Roazhon 2 hag e strollad Ermine-CRBC. Kelennerez e lise Diwan Karaez. Blogerez en ABP abaoe 2005, amzer skrivañ kalzig a bennadoù, kantadoù a videoioù... ha da vezañ lennet meur hag 1 300 000 gwech. Lec'hiennoù all : Pajenn Facebook Ermine, Tv Bro Kemperle,Tv Lise Diwan.

Vos commentaires :

Écrire un commentaire :

ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 9 ?

Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés. Par contre l'utilisation d'anonymiseurs pour modifier votre numéro ip entrainera la suspension de vos commentaires.