Kinnig a ra ar strollad tregeriad C'Hoari Las ur pezh c'hoari farsus nevez e brezhoneg, "Mirdi". Pedet oc'h da zont da zizoleiñ buhez diroll ar mirdi, e implijidi hag ar weladennerien

Kinnig a ra ar strollad tregeriad C'Hoari Las ur pezh c'hoari farsus nevez e brezhoneg, "Mirdi".

Pedet oc'h da zont da zizoleiñ buhez diroll ar mirdi, e implijidi hag ar weladennerien d'ar Sadorn 12 a viz Kerzu 2009 da 8e noz

Muioc'h

"Mirdi" adsavet ha kempennet a-nevez en ur derc'hel ar memes spered hag un doare Kabare 'benn :

— Brudañ labour arzourien ar vro ;
—Broudañ un teatr poblek ;
— Digeriñ dor an tiez-pred, an tavarnioù d'ar c'hoariva poblek-se ;
— Lakaat war-wel c'hoari an aktourien ;
— Daremprediñ a-dost-kaer gant an arvestourien (Tomm-tomm !).

Plijadur a vo !

Leurenniñ : Yann-Edern Jourdan
Azasaat, choaz ha framm an destenn : Yann-Edern Jourdan
Komedianed : Ana-Soaz Bervet, Luce Chauveau, Gwenola Coic, Marie Guennegou, Carsten Greve, Gwenn Lavenan, Virginie Le Boulbin, Gildas Moal, Hubert Morvan, Nathalie Raoul, Sylvie Toupin.
Soner : Pascal Creach
Kaner : Jean-Maï Priol
Livourez : Nadège Noisette
Paotr ar yezh : Vincent Dubois.


Ti ar Sistr Breizh
Kermarzin
Argol (29).
Mont e-barzh 5€.
Digoust evit ar vugale.
Titouroù : 02 98 17 21 67

Poent GPS Kermarzin
Led : 48.26354
hed : – 4.32243

http://www.teatr-brezhonek.org/index.php?page=91&langue=bz lec'hienn teatr brezhoneg.
http://choarilas.free.fr/blog/ lec'hienn C'Hoari Las.