


Bennoz ha karantez, un ton eus Frouez Nevez, eil pladenn Allah\'s Kanañ
Eil pladenn Allah's Kanañ « Frouez Nevez » a zeuio maez d'ar sadorn 29 a viz Mae, e Bodiliz (29). Allah's Kanañ a zo ur strollad brezhonegerien yaouank (etre 15
Eil pladenn Allah's Kanañ « Frouez Nevez » a zeuio maez d'ar sadorn 29 a viz Mae, e Bodiliz (29). Allah's Kanañ a zo ur strollad brezhonegerien yaouank (etre 15 ha 30 bloaz) hag a gan tonioù relijiel a capella, asambles gant taboulinoù, taboulinoù ar c'horf zoken a wechoù. Kanañ a reont tonioù eus ar bed-holl kenkoulz ha kantikoù ar vro. Kanañ a reont eta war ar bladenn nevez, bet enrollet er studio du Faune e Montauban, tonioù afrikan hag haisian lakaet e brezhoneg, tonioù nevez savet penn da benn, hag ivez kantikoù breizhad kempennet en ur mod nevez. Ouzhpenn e plij dezho kanañ tonioù mil-anavezet (« Tridal a ra », « Patronez dous ar Folgoad », « Gwenole tad benniget ») gant livioù gospel, pop pe zouk warno.
Muioc'h 'vit daou-ugent abadenn a zo bet kinniget dindan pemp bloaz. Ar bladenn gentañ, Douar Santel, a zo bet embannet e miz C'hwevrer 2008, hag he deus graet kalz berzh. E 2008 ha 2009 en deus Allah's Kanañ tapet eil priz kenstrivadeg al lazoù-kanañ, aozet e Landerne gant Kanomp Breizh ha gouelioù Kann al Loar.
An abadenn gentañ 'vit « Frouez Nevez » a vo d'ar sadorn 29 a viz Mae, da 8e30 e iliz Bodiliz. Da c'houde e vo pemp abadenn 'pad an hañv : e Ploveilh (19 a viz Even), kenstrivadeg al lazoù-kanañ, aozet e pad ar C'hann Al Loar (14 a viz Gouere), 'pad ar gouel Arré Voce e abati ar Releg (18 a viz Gouere), en Erge Vras (4 a viz Gwengolo), e Lambader, e Plouvorn (5 a viz Gwengolo).
Posupl eo deoc'h selaou ouzh un ton eus ar bladenn war lec'hienn ar strollad:
Skignet e vo ar bladenn er stalioù gant Coop Breizh.
Emvod 'vit ar c'hazetennoù : sal ar barrez, plasenn an Iliz e Bodiliz, gwener 14 a viz Mae, 10e30.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !