" TRI ", anezhi EP kentañ Gouez, a oa deuet er-maez e 2012, ha setu bremañ « FRAILHET ». Warni e c'heller klevet rock ur strollad eus Naoned, aet pelloc'h gant e hent c'hoazh
" TRI ", anezhi EP kentañ Gouez, a oa deuet er-maez e 2012, ha setu bremañ « FRAILHET ». Warni e c'heller klevet rock ur strollad eus Naoned, aet pelloc'h gant e hent c'hoazh evit digeriñ hentoù nevez. 5 titl zo, hag eus an hini kentañ douget gant un diskan rock didro betek an hini diwezhañ gant e gan diglink e vo dizoloet kanaouennoù gant startijenn, faltazi ha melkoni. Awenet eo ar pozioù gant traoù personnel ha skridoù tennet eus istor Breizh.
1 – Ar frailh : 5'04 : a zegas da soñj ar frailh a zo en den, gallout a reer krediñ eo kouket met prest da strinkañ eo atav.
2 – Bazhon : 4'37 : un titl warnañ unan eus mareoù meur istor Breizh, un emgann etre ar Vretoned hag ar Saksoned e fin ar Vvet kantved. Gant Arzhur en o fenn e voe trec'h marc'heien Breizh hag ar peoc'h ganto e-pad 50 vloaz.
3 - …ha ne voe ket a zistro : 4'20 : un titl diboz, e koun soudarded Konan Meriadeg. Diwar ur skrid istorel e c'heller lenn ez eas « yaouankiz enez Breizh da heul an impalaer emanvet, Maksen e anv, da dapout ar galloud e Roma…ha ne voe ket a zistro ».
4 - Kollet : 5'16 : titl e div lodenn diwar ur c'hlask difin.
5 – Kousker ar straed : 3'42 : un azasadur evit an amzer a-vremañ eus « Kousker an draoñienn ». En enor d'an holl a zo didoenn.
Embroduet
Da selaou war http://gouez.bandcamp.com/
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !