D'ar Sul 7 a viz Here 2007 e vo dalc'het ar saloñs \"E BREZHONEG\" e Begerel, keoded al levrioù, etre Roazhon ha Sant-Maloù/Dinan. Stalioù-dudi, arzoù neuziañ, stal-labour klewelet, c'hoarioù stroll ha kontadennoù c'hoariet ivez a vo kinniget d'ar vugale evit lakaat anezho da zizoleiñ ez eus tu c'hoari e brezhoneg evel e galleg. An tiez embann a ginnig levrioù e brezhoneg a vo eno ivez, e-giz-se e welo ar berzhidi pegen pinvidik ha liesseurt eo an embann brezhonek (levrioù, pladennoù-arc'hant, DVDoù, sederomoù, c'hoarioù…). Skrivagnerien a vo war al lec'h evit kinnig ha sinañ o levrioù. Titouroù e-leizh a vo roet diwar-benn an dudi, ar c'hentelioù evit an oadourien hag ar c'helenn e brezhoneg. Ar skolioù Diwan a gelenn ar yezh dre soubidigezh hag ar skolioù divyezhek publik (Div Yezh) ha prevez (Dihun) a zisplego deoc'h o mont en-dro. Deuit niverus da ziduiñ E BREZHONEG ! Plijadur ' vo !