Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Per Chapalain
Per Chapalain
- Conference debat -
"Café Breton" gant Per Chapalain
An abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 1añ a viz Chwevrer, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, a zegemero un Leonad dreist-ordinal : Per Chapalain, labourer
Michel Treguer pour Café Breton Librairie Dialogues Brest le 27/01/11 17:47

An abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 1añ a viz Chwevrer, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, a zegemero un Leonad dreist-ordinal : Per Chapalain, labourer douar, kuzulier e barrez e-pad 6 vloaz ha maer e-pad 30 !

Ha n'eo ket Gwinevez (Plounevez-Lochrist) ur gumun evel ar re all ! Aze eo bet skrivet ar romant brezhonek kentañ, « Emgann Kergidu », gant e oberour Lan Inizan. Atanchoù a zo war al lec'h evel just, met ivez manerioù bras Keremma, leun a vinistred, jeneraled hag amiraled… E Gwinevez ivez, e Kerizinen, eo deuet ar Werc'hez Santel da gaozeal gant ur baourez, hag eo bet savet ur chapel vras evit derc'hel soñj eus ar weledigezh-se.

Diwar-benn an holl danvezioù-se en deus per Chapalain ur bern traoù da gontañ, en e vrezhoneg brav ! Deuit e-leizh, plijadur a vo, sur !

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons