Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Breizh-ImPacte a lak he zreid e-barzh ar plad !
Kalz dale he deus Breizh e-keñver kelenn he yezhoù. En Elzas e vez desket o yezh d’an holl vugale hag an divyezhegezh a ya founnus war-raok. E Korsika e chom 53 bugel hepken na zeskont ket o yezh c’hoazh
Par Yannig Baron pour Yannnig Baron le 3/10/16 18:43

Kalz dale he deus Breizh e-keñver kelenn he yezhoù. En Elzas e vez desket o yezh d’an holl vugale hag an divyezhegezh a ya founnus war-raok. E Korsika e chom 53 bugel hepken na zeskont ket o yezh c’hoazh, mes soñjet e vez hollekaat an divyezhegezh dre soubidigezh pe hanter soubidigezh hag ur raktres ledan evit stummañ ar gelennerien zo war ar stern. 64 % eus ar skolioù a ginnig an divyezhegezh e Euskadi hanternoz.

War-dro 3 % eus ar vugale hepken a heuilh kentelioù brezhoneg mod pe vod. Ne vo ket ken un afer a vuhez, mes a dreuzvuhez a-benn berr !

Stad an traoù e rannvroioù Bro-C’hall a ziskouez n’hon eus ket ezhomm da c’hortoz pep tra digant ar Stad, mes posupl eo divizout ni hon-unan, m’hon eus ar volontez d’hen ober.

Bonreizh ar Frañs zoken (pennad 1 ha 72, poentoù 1 ha 2) a aotre ar Rannvroioù da zivizout war an danvez-se, gant ma vo goulennet ar frankiz d’hen ober digant ar Stad.

Breizh-InPacte a ginnig, abaoe penn kentañ 2015, divizoù fetis evit mont war-raok. Ouzhpenn 1.000 den o deus kemeret perzh en he sinadeg dindan ur miz, en o zouesk leun a bennadurezhioù eus ar bedoù ekonomikel, politikel, sevenadurel, keveladurel, hag ivez un niver bras a gerent hag a gelennerien.

Ar « Breujoù » , prometet ha merket a-benn ar 15 a viz Here, zo deuet da vezañ « Emvod rannvroel diwar-benn ar brezhoneg » hepken, a vo hep dazont, hep muioc’h a youl eget an hini a vez diskouezet bremañ, ma ne vez ket deltuekaet gant an emsaverien !

Petra a vez gortozet gant an dud dilennet hag ar re zo e penn Kuzul Rannvro Breizh evit krogiñ er gallusterioù zo ha goulenn groñs ma vo savet ur « Politikerezh yezh ha sevenadur nevez » er pemp departamant hervez o ezhommoù ?

Evit Breizh-ImPacte, Yannig Baron

Vos 1 commentaires
Hoel Le Mercredi 5 octobre 2016 10:20
Ret e vo ober un dra bennag !
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons