Golo "Ar yar a zozve patatez"
Golo "Ar yar a zozve patatez" © autre

Nevez deuet er-maez eo al levr "Ar yar a zozve patatez" gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Laurence Cleyet-Merle, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain. Petra ober gant ur yar ha ne

Nevez deuet er-maez eo al levr "Ar yar a zozve patatez" gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Laurence Cleyet-Merle, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain.

Petra ober gant ur yar ha ne oar ket dozviñ ?
Lazhañ anezhi, ha mat pell zo !
Setu a lavare Yann Gouer, droug ennañ.
Hastan buan kavout an tu… da zozviñ ur vi diouzhtu !

An istor a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant skeudennoù.
Ar gerioù diaes a zo displeget war rabatoù ar golo.
Trede levr embannet gant Sav-Heol en dastumad “Troioù-kaer – Bidoc'hig” eo Ar yar a zozve patatez.

24 p. ; 13 x 18 cm + rabatoù war ar golo
5,50 ¤ ; ISBN : 979-10-90456-12-9
adalek 6 / 7 vloaz

Skignet gant :
Kuzul ar Brezhoneg
14 straed Louzaouenn an Hañv
(rue du Muguet)
22300 Lannuon — Breizh
[33+] (0)2 96 48 03 00
kab@brezhoneg.org
www.brezhoneg.org