“An Diaoul a Gan” etre an 21 hag ar 24 a viz Mae. Pedervet fest ar glad hag ar c'hrouiñ dre gomz er Yeuc'h. Gant ar pal lakaat ar c'han e kreiz ar jeu e kendalc'h skipailh Dastum Kerne da fardañ ur roll saourus evit an holl dud dedennet gant an hengoun dre gomz. Bro Dreger an hini eo a vo pedet gant diaouled ar Yeuc'h ar wech-mañ hag a bep seurt a vo, me lâr deoc'h.

“An Diaoul a Gan” etre an 21 hag ar 24 a viz Mae, pedervet fest ar glad hag ar c'hrouiñ dre gomz er Yeuc'h

Gant ar pal lakaat ar c'han e kreiz ar jeu e kendalc'h skipailh Dastum Kerne da fardañ ur roll saourus evit an holl dud dedennet gant an hengoun dre gomz. Bro Dreger an hini eo a vo pedet gant diaouled ar Yeuc'h ar wech-mañ hag a bep seurt a vo, me lâr deoc'h.

Pevar devezh e pado gouel “An Diaoul a Gan” ar bloaz-mañ hag arzourien ha temoù liesseurt a vo kinniget d'an arvesterien. “Skeudenn vuhezekañ ar bloaz evit hor c'hevredigezh an hini eo a glaskomp diskouez d'ar muiañ a dud” eme Bêr-Iff Pétillon, teñzorer nevez Dastum Bro Gerne. Astennet eo bet ar roll c'hoazh ar bloaz-mañ ha kregiñ a raio an traoù d'ar Gwener 21 gant ur veilhadeg digoust ha kenaozet gant Emglev Bro Douarnenez, e “Tavarn ar Sportoù”, anvet “Etre Douar ha Mor” hag a roio plas da gonterien ha kanerien eus Douarnenez, eus ar Vro C'hlazig, ar Vro Vigoudenn hag eus Bro Gernevodez.

Disadorn e vo aozet ur brezegenn a zo he dodenn “ur c'hantved a enrolladennoù kanerien ha sonerien hengounel e Bro-C'hall” diouzhtu goude merenn. Gant ur paotr eus Bro Savoie, Guillaume Veillet e anv ha bet tapet gantañ ar priz “Charles Cros 2010”, e vo displeget e zoareoù da labourat ha da ginnig d'an holl an danvez kanet ha sonet bet dastumet er rannvroioù.

Goude-se e vo tu kanañ en ur zañsal war pozioù Kerne, Treger ha pelloc'h c'hoazh e sal sokio-sevenadurel ar Yeuc'h a-drugarez da veur a ganer ha d'ur c'henlabour gant War'l Leur Penn Ar Bed.

Da 8 eur 30 e vo poent lañsañ ar fest-noz vras a lako an dañserien da strakal o zreid war mouezhioù nerzhus daouadoù a bep seurt : Quéré / Le Menn ; Ifig ha Nanda Troadeg ; Le Roux / David ; Castel / Gorju ; Servain / Colleu ; Huellou / Caradec ; Pétillon / Riou ; Boderiou / Salaun ; Kloareg / Pensec ; Nicole Pochic.

Adalek 10 eur e vo ret bezañ diblouzet mat disul vintin evit kemer penn an hent en ur ganañ dre wenodennoù kumun an diaoul. Ar valeadenn a echuo gant ur banne digor-kalon profet d'an holl gant an ti-kêr hag ar gevredigezh “Istor ha Glad ar Yeuc'h”.

Goude-se e vo krampouezh lipous da brenañ ha da dañva en ur selaou kanerien all. Iliz ar barrez a roio bod d'ur sonadeg da 3 eur gant daou ganer brudet-tre eus a Vro Dreger, Ifig Castel hag Ifig Troadeg, hag ouzhpenn-se e vo kanaouennoù mor e galleg kanet gant Pascal Servain, paotr eus Normandi. Koust a raio 10 euro an abadenn-mañ.

Diouzhtu goude e c'hello an neb a gar kanañ ha kontañ istorioù diouzh e blijadur ha diouzh e c'hoant e “Tavarn ar Sportoù” evit ar veilhadeg digor. Digor e vo ivez leurenn ar fest-deiz adalek 6 eur 30 ha ret eo en emskrivañ en a-raok gant Dastum Bro Gerne.

Hag ur staj evit pleustriñ :

Evit klozañ an dibenn-sizhun e c'heller kemer perzh er staj a vo renet gant an dastumer-kaner Ifig Troadeg evit pezh a sell ouzh Bro Dreger, gant ar c'haner ha dañser Gilles Le Goff evit tachenn Bro Hañveg ha gant Yann Guillamot, dastumer ha konter eus ar Vro Vigoudenn. Koust a ra 25 euro an devezh a-bezh, adalek 10 eur ha betek 5 eur en abardaez. An dud a fell dezho lakaat o anv evit devezh al Lun a rank pellgomz d'an 02 98 52 06 37

An holl ditouroù : www.myspace.com/andiaoulagan

Ti ar Vro Kemper

Ti ar Vro Kemper est l’Entente culturelle bretonne du Pays de Quimper. Elle fédère les associations oeuvrant dans les domaines de la langue et de la culture bretonnes sur le secteur de la Communauté de communes de Quimper et plus largement du Pays Glazig. Ti ar Vro Kemper travaille à la promotion et la diffusion de la langue et de la culture bretonne à Quimper et dans sa région. En 2008, elle regroupe 45 associations issues des différents secteurs de la culture bretonne. En savoir plus