Ur wech oc'hpenn eo bet spurmantet an Ankou ha korfoù orañjez marv war leur un ti-gar. Adlañset eo bet oberennoù Ai'ta ! Bro Gwened gant un "die-in" d'ar sadorn 15

Ur wech oc'hpenn eo bet spurmantet an Ankou ha korfoù orañjez marv war leur un ti-gar. Adlañset eo bet oberennoù Ai'ta ! Bro Gwened gant un "die-in" d'ar sadorn 15 a viz Kala-Gouañv en Oriant.

A-feson eo tremenet an traoù : ur bochad tud o deus gallet eskemm get tud Ai'ta ! a-ziàr plas ar brezhoneg er vuhez foran... ha lod ag implijidi an SNCF 'vehe kontant da welet yezh ar vro en o lec'h labour zoken !

Pegeit 'vo dav dimp gortoz c'hoazh a-benn gwelet kement-mañ ? Sur 'walc'h 'vo ret dimp sevel kalz muioc'h a abadennoù a seurt-se (ha gwelet pell muioc'h a vrezhonegerion o kemer perzh ivez !) aveit cheñch penn d'ar vazh.

Collectif

Ai'ta ! est un collectif distinct de tout groupe politique qui lutte pour l'avancée de la langue bretonne dans la vie publique, et ce par des actions décalées et non-violentes. En savoir plus