Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Staj brezhoneg e Kastell-Briant
Ar gevredigezh lec'hel Kentelioù an Noz Kastell-Briant a aoz ur staj brezhoneg disadorn d'ar 27 a viz Here. Stajoù a vo kinniget a-hed ar bloavezh e Kastell-Briant, ouzhpenn ar c'hentelioù
Par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 22/10/12 14:51

Ar gevredigezh lec'hel Kentelioù an Noz Kastell-Briant a aoz ur staj brezhoneg disadorn d'ar 27 a viz Here. Stajoù a vo kinniget a-hed ar bloavezh e Kastell-Briant, ouzhpenn ar c'hentelioù brezhoneg bep sizhun (d'ar Yaou da 8e e sal Kreizh Breizh) gant Séverine Marie, prezidantez ha kelennerez Kentelioù an Noz Kastell-Briant. E sal Ernest Bréant e vo ar stajoù (Plasenn Ernest Bréant, e-kichen en ti-kêr).

Setu programm ar staj:

10e - kreisteiz : kentel live 2 ha 3.

kreisteiz : debriñ asambles - e brezhoneg mard eo posupl (digasit ho pred).

1e : evit treizhañ, deskiñ un nebeud kanaouennoù e brezhoneg, n'eus forzh ho live.

1e30 - 3e : kentel adwelout evit al live 1 hag 11/2 (digor d'al liveoù 2 ha 3 evel-just)

3e30 - 4e30 : kentel tañva, bugale ha tud deuet, diwar-benn tem an Halloween, ha merenn vihan goude, digor d'an holl.

fin tro-dro 5e.

E-giz e c'hallit merzhout: bep hini e brantad! Posupl eo d'an holl dont d'ar prantadoù all. Ar priz evit an devezh eo 10€ ha 5€ evit an hanter-devezh (mui ar skodenn hag a zo ret paeañ : 15€)

Ar stajoù all a vo d'ar Sadorn 24 a viz Du, 26 a viz Genver, 23 a viz C'hwevrer, 23 a viz Meurzh, 20 a viz Ebrel, 25 a viz Mae, 15 a viz Even

Enskrivadur evit ar staj kentañ (pe ar re all) gant Séverine : 06 87 13 62 28 pe marie.severine [at] gmail.com

Voir aussi sur le même sujet : breton, cours, chateaubriant, loisir
logo Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons