Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (21 photos)
- Chronique -
Pessac’h - Pask : er vloavezh 30, un darvoud digredus e Jeruzalem !
Ur sell ouzh skridoù brav e brezhoneg (1930) diwar Amzer Fask (fotoioù Izrael, liammoù).
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 10/04/20 18:54

A-raok lenn :

. Danvez ar pennad

Da gentañ-penn, dav eo kompren ez eus daou dra disheñvel :

. lenn un destenn hag a zeu deus ar Bibl (ne vern e vefe an Testamant kozh pe an Testamant nevez) a zo lenn !

. en em lec’hiañ er feiz pe mont er feiz zo un dra all.

Soñjit’ta en André Chouraki (+2007), bet ez-maer Jeruzalem, anezhañ un den Juzev ha troet gantañ ar pevar Aviel e galleg diwar an hebraeg war-eeün.

Ha setu perak e vez embannet ar pennad-mañ e rummad Sevenadur / Culture. Da bep hini d’ober e soñj.

. Brezhoneg

Aketus on bet o toujañ d'an doare-skrivañ (1930-1931) disheñvelig un tammig bihan (da skouer: d'eoc'h evit deoc'h) diouzh hon doareoù-skrivañ a-vremañ. Brav eo ar yezh ivez hag aes da lenn.

Setu tammoù an destenn liammet ouzh an darvoudoù hag ouzh al liñsel (hag a vo diskouezet bremaik e Torino). Gwelout titl al levr a zeu an destenn deusoutañ, e traoñ ar pennad.

Testenn e brezhoneg

.../...

Bez’ e oa eun den pinvidik, hanvet Josef, eus ar C’huzul-Braz, den eün ha mat n’e ndoa ket kemeret perz e menoziou nag en oberou ar re-all. Eus Arimari e oa, eu gêr eus ar Jude, hag hen ivez a c’hortoze Rouantelez doue ; rak diskibl e oa da Jezuz, met e-kuz, dre aon rak ar Juzevien. D’an abardaez, ez eas dispont da gaout Pilad, hag e c’houlennas korf Jezuz, Pilad a voe souezet o klevout e oamarvet ken buan ; ha goude beza galet ar c’habiten, e c’houlennas outan ha marvet e oa a-benn neuze. Ha war respont ar c’habiten, e roas ar c’horf da Jozef.

Heman, prenet gantañ eul linsel wenn, a zeueas hag a zistagas korf Jezus diouz ar groaz. Nikodem, an hini a oa deuet a-raok da gaout Jezuz e-pad an noz, a zeuas ivez, gantan war-dro kant lur mirh hag aloes mesket. Kemer a rejont eta korf Jezuz, hag e lakjont en-dro d’ezan al linsel gant al louzou-c’houez-vat, evel m’eman ar c’hiz gant ar Juzevien da sebelia.

.../...

Azezet dirak ar bez, Mari-Madalen hag ar merc’hed deut eus ar Galile gant Jezuz, a selle penaos e oa diskennet ar c’horf er bez. Distrei a rejont evit prepari louzoù-c’hwez-vat. Hag e-pad deiz ar Sabad e chomjont da ehana, hervez al Lezenn.

pajennad 638-639

.../...

Mintin mat, e-pad ma oa tenval c’hoaz, Mari-Madalen, Janed, Mari, mam Jakez, Salome ha merc’hed all a zeuas d’ar bez, ganto al louzou-c’houez-vat o doa preparet. Hag e-pad an hent e lavarent etrezo : « Piou a ruilho diwar hon hent ar maen a zo o stanka ar bez ? » Ha goude beza sellet, e weljont ar maen ruilhet a-gostez. Eur maen bras-meurbet e oa. Aet ar bez, ne gavjont ket korf Jezuz an Aotrou. Ha Mari-Madalen a redas da gaout Per hag an diskibl all, an hini a oa karet gant Jezuz (da lavarout eo sant Yann), hag a lavaras d’ezo : « Kaset o deus an Aotrou kuit eus ar bez, ha n’ouzomp ket e-pelec’h o deus e laket ».

Hogen, evel ma chome ar merc’hed souezet, setu m’en em ziskouezas en o sav dirazo daou zen, eur vantell skedus ganto. Evel ma oant spontet-holl ha ma troent o fenn ouz an douar, an daou zen-se a lavaras d’ezo : « Perak a klaskit e-touez ar re varo an hini a zo beo ? N’eman ket aman ; setu aman ar bez e-lec’h ma oa bet laket. Resusitet eo, evel m’en doa lavaret d’eoc’h a-raok, p’edo c’hoaz er Galile. Met it, lavarit d’e ziskibien ha da Ber eman en ho raok er Galile. Eno e weloc’h anezan, evel m’en deus lavaret d’eoc’h ». Neuze ez ejont er-maez eus ar bez, hag en em lakjont da dec’hout, rak krena a raent gant ar spont.

pajennad 649-650

O veza klevet Mari-Madalen o lavarout d’ezo na oa mui korf Jezuz er bez, Per hag an diskibl all (da lavarout eo sant Yann) a yeas er-maez eus an ti e-lec’h m’edont hag a gemeras hent ar bez.

O-daou e redent asamblez, met an diskibl all a redas buanoc’h eget Per hag en em gavas da genta. Hag o plega e benn, e welas al lien-sebelia war an douar. Met ne deas ket er bez. Simon, a zeue war-lerc’h, a zigouezas d’e dro hag a yeas e-barz ar bez. Hag e welas al linsel war an douar, hag al lienenn a oa bet laket war ar penn, nann gant al linsel, met rodellet ha taolet a-gostez (1). An diskibl all, a oa en em gavet da genta, a yeas neuze er bez ivez, hag e welas, hag e kredas. Hogen, ne gomprenent ket c’hoaz ar Skritur-Sakr, a verke e tlee resusita eus a-douez ar re varo. Distrei a rejont eta d’ar gêr, souezet-bras gant ar pez a oa c’hoarvezet.

pajennad 653

.../...

Hogen, e-pad ma komze an diskibien etrezo evel-se, an noriou serret gant aon rak ar Juzevien, Jezuz en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras d’ezo : « Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ! Me eo, n’ho pet ket aon. » Met i, strafuilhet ha spontet, a gave d’ezo gwelout eun teuz (1). Hag e lavaras d’ezo : « Perak oc’h strafuilhet ? Perak ez eus disfizians en ho kalonou ? Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid, me eo e gwirionez. Dournatit ha gwelit. Eun teuz n’en deus a gig nag a eskern, evel m’am eus-me ». Ha goude beza komzet evel-se, e tiskouezas d’ezo e zaouarn hag e dreid hag e gostez. O veza na gredent ket c’hoaz ha ma oant souezet, ken bras e oa o joa, e lavaras d’ezo : « Hag eun dra bennak hoc’h eus aman da zebri ? ». Kinnig a rejont d’ezan eun tamm pesk rostet hag eun nebeudig mel. Debri a reas dirazo, hag e kemeras ar pez a chome da rei d’ezo.

(1) teuz : fantôme, e galleg

pajennad 660-661

Titl al levr

Buhez H.S Jezuz-Krist hervez ar pevar aviel laket en unan. Gant an Ao UGUEN, chaloni a enor, Person Plougastel-Daoulaz ha da heul kenteliou gant an Tad EUJEN, misioner kapusin.

Nihil obstat Kemper, 18 Genver 1930, Imprimatur Gwened 29 Mezeven 1930). Embannet gant « Kenteliou Sant Fransez », Lorient. Echuet moula d’ar 24 a viz Gouere 1930. 756 pajennad, taolenn ouzhpenn.

.(1) diwar Yann 20,7 taolet a-gostez / en ul lec'h a gostez / rollet a-gostez / pleget en ul lec'h a-du .Setu peder droidigezh e brezhoneg hag a zo iskis. Memestra eo evit kazi an holl troidigezhioù e galleg. Mes setu, war ar poent-resis-se, petra a lâr ar Seurez Jeanne d'Arc (+) e-barzh he droidigezh deknikel: Et le tissu qui était sur sa tête n'est pas à plat avec les linges, mais enroulé, lui, en place. Hag hi da zisplegañ dre un notenn: Le long drap qui enveloppait le corps, dessus et dessous, est resté là à plat, mais le tissu enroulé autour de la tête, lui, est resté enroulé à sa place à l'intérieur du drap, et non à plat. On peut penser que peu de textes donnent aussi directement le regard du témoin oculaire. in Les Evangiles, les quatre, Desclée de Brouwer, 1992, pajennad 581. Reiñ a ra da gompren mat ar Seurez Jeanne d'Arc petra en deus gwelet Sant Yann, evit gwir. Ret e vo kaout soñj eus ar poentig-se, pouezus-kenañ, pa vo prederiet diwar al liñsel hag an adsav-da-vev.

Evit gouzout hirroc’h :

. André Chouraki

. evit kaout titouroù istorel resis, lenn Bargil Pixner (+2002), anezhañ Alaman, bet manac’h (OSB) hag henoniour / arkeologour e Douar Zantel. E levr : Avec Jésus à Jérusalem, Corazin éditeur 1996, édition française, a c’heller kavout evit prenañ (c’hoazh?) e manati Abu-Gosh (Izraël).

. Mireille Hadas-Lebel, professeur émérite d'histoire des religions (La Sorbonne). MOOC 2016 «class='citation'>Rome Jérusalem» ( vidéo youtube)

He levrioù e rummad «présences du Judaïsme» (Albin-Michel). Da skouer:

. L'hébreu: 3000 d'histoire, ISBN 2-226-05865-6, diwar an hebraeg, istor ar yezh betek an amzer a-vremañ.

. Massada, histoire et symbole, ISBN 978-2-226-07682-3, diwar ar stourm skrijus (+73) a-enep ar Romaned eus ur greñvlec'h vrudet-tre

Mireille Hadas-Lebel a conçu la collection «présences du Judaïsme» comme le «Que-sais-je» de la culture juive. Incontournable, donc. Ses ouvrages sont synthétiques, clairs, faciles à lire. Mireille est également très claire et agréable à écouter comme conférencière. Par exemple, dans le cadre de l'AJCF (association Amitiés Judéo-Chrétiennes de France).

. Emile Shoufani, Ao Person eus Nazaret. Hemañ arab, melkit, galleger, dezhañ kalz a vrud vat en e vro. E gêr-stur: «Si tu veux la paix, prépare la paix» . Atersadenn (France-Culture, 2019). Atersadenn (KTO, 2009 vidéo 5mn) Plijus ha fromus ivez eo selaou outañ. Dedennus e c'hellfe bezañ evit ar re zo e karg ar skolioù vrezhonek. Levrioù gantañ ivez. Da skouer:

. Voyage en Galilée (skeudennoù Hana Isachar), ISBN 9 782226 111449 Albin Michel Talvoudus kement evit an destenn hag ar fotoioù. Evit ar re zo bet e Galile pe a zo o huñvreal mont eno, pe ne c'hellint ket mont eno. Priz: dek euro.

. film (France TV) «Manuscrits de la Mer Morte» (et Massada), betek 16vet a viz mae 2020 (92 mn), archéologie et histoire antique / henoniezh hag istor henamzerel, replay

https://www.france.tv/documentaires/histoire/1373101-revelations-sur-les-manuscrits-de-la-mer-morte.html

Pessah / Pessac'h (Yuzeviezh)

. atalier Tenou'alive (30 vunutenn) kinniget gant Rabbin Delphine Horvilleur

«Et si on sortait d'Egype?» (31 a viz Meurzh 2020). notenn: etre munutenn 11 ha munutenn 15, e vez añv eus ar virus, dre vraz.

Pask hag al Liñsel (Kristeniezh)

. The Shroud, atersadenn of Barrie Schwortz (Official Documenting Photographer for the Shroud of Turin), video (saozneg), 56 munutenn , 2013

https://www.youtube.com/watch?v=wIUDaMatODM

. Liñsel Torino (Linceul/Shroud/Sindone), vidéo (e galleg), 46 munutenn. «Le Linceul et la Résurrection» (description et argumentaire / deskrivadur hag arguzennoù)

https://www.youtube.com/watch?v=x8kXiDm5rLc

. Torino, 11vet a viz Ebrel 2020, diskouezadeg ispisial eus al Liñsel (video youtube 35 mn, troidigezh e galleg dre ar chadenn KTO)

Gerioù :

Amzer-Fask (a-wechoù Amzer-Bask). An devezioù a-raok gouel Fask :

. Ar Yaou Gamb-Lid Jeudi Saint

. Gwener ar Groaz Vendredi Saint

. Noz Fask veillée pascale

. Sul Fask dimanche de Pâques

. Pessah (distaget Pessac’h, añv ar gouel e sevenadur pe liderezh ar Juzevien)

. Pask, añv ar gouel e sevenadur pe liderezh ar Gristenien. Jezuz e ziskibien gantañ a oa oc’h ober war-dro pred ar Seder (Pessac’h), pa voe ouzhpennet gantañ komzou (Mz 26,27 ; Mk 14,24, 1 Kor 11, 24-25) an overenn gentañ. E mare Jezuz-Krist e oa daou zeiziadur disheñvelig: hini an Templ (Farizianed, Saduseaned) gant an heol, hini an Essenianed, gant al Loar (gwelout Bargil Pixner, pajennad 73-74, h.a., ivez dibenn al levr). Deiziadurioù a hirio: Koulzad Pessac'h (gouel juzev), koulzad Pask (e deiziadur Roma) pe c'hoazh koulzad Pask evit ilizoù ar Reter (ortodoks) a cheñch a vloaz da vloaz. A wechoù, evel e 2020, emaint tostik-tost pe er memes devezhioù.

Alies a-walc'h pa vez nevezenti evit ar yezh e kinnig ar brezhoneg meur a c'hêr nevez. Setu skouerennoù :

. Prantad-klozañ période de confinement

. Kraouiañ confiner

. Chom er gêr rester chez soi.

MAJ 19/04/2020 notennoù e traoñ ar pennad

MAJ 14/04/2020 kaier fotoioù (Negev, Massada, Galile, Samari, Jeruzalem, Tel-Aviv)

MAJ 11/04/2020 notennoù e traoñ ar pennad

Voir aussi sur le même sujet : Pask,Pâques,Pessah,Jerusalem,Israël,brezhoneg
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons