Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Lec'hanvadurezh. Sinañ a ra an Ofis un emglev kenlabour gant an IEO (Institut d'Estudis Occitans).
Da-heul kollok Auch, bet dalc'het e Kuzul-departamant ar Gers en diskar-amzer tremenet, ma oa bet goulennet ouzh an Ofis kinnig e hentennoù hag e ostilhoù labour, ez eus bet degemeret e Karaez d'an 19 a viz C'hwevrer pevar zileuriad eus an I.E.O. (Institut d'Estudis Occitans), aozadur staliet e Tolosa,
Visant Roue Par Office de la Langue Bretonne le 14/03/08 14:27

Da-heul kollok Auch, bet dalc'het e Kuzul-departamant ar Gers en diskar-amzer tremenet, ma oa bet goulennet ouzh an Ofis kinnig e hentennoù hag e ostilhoù labour, ez eus bet degemeret e Karaez d'an 19 a viz C'hwevrer pevar zileuriad eus an I.E.O. (Institut d'Estudis Occitans), aozadur staliet e Tolosa, a-benn diskouez dezho ar mod ma vez pledet gant ar panellerezh-hent divyezhek hag al labour enklask ha reizhañ anvioù-lec'h kaset da benn gant an Ofis e Breizh.

E kumunioù zo eo krog an Okitaned da staliañ panelloù mont e kêr divyezhek. Ma ne weler ket ar yezh war an hentoù-departamant evit c'hoazh, dleout a rafe an traoù treiñ war an tu mat prestik koulskoude.

Evit skoazellañ an Okitaned da vont war-raok gant studi lec'hanvioù o bro ha heuliañ en un doare micherel ar panellerezh divyezhek a vo staliet eno en deus asantet Ofis ar Brezhoneg rannañ e skiant-prenet ha fiziout en I.E.O. framm e ziaz lec'hanvadurel bet savet evit heuliañ skoueriekadur al lec'hanvioù hag ar panellerezh divyezhek. Un emglev kenlabour ofisiel e brezhoneg hag en okitaneg zo bet sinet da-geñver an devezh-se etre Fulup Jakez, rener an Ofis ha Jan Moreu, rener an I.E.O. Eskemm doareoù ober war an terkerezh yezh zo un dra vat evit lakaat an eil d'ober e vad eus araokadennoù egile. Tamm-ha-tamm e vez stankoc'h-stankañ an darempredoù etre Breizh hag Okitania war tachenn ar yezh.

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons