Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Christian Le Fustec  maer Plouared ha Lena Louarn  prezidantez Ofis ar Brezhoneg  o sinañ ar garta
Christian Le Fustec maer Plouared ha Lena Louarn prezidantez Ofis ar Brezhoneg o sinañ ar garta "Ya d'ar brezhoneg"
- Communiqué de presse -
Label live 3 ar garta « Ya d'ar brezhoneg » a zo bet dibabet gant Plouared.
D'ar Gwener 28 a viz Gwengolo 2007 e oa bet sinet e Plouared (22) ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak an Ao. Christian Le Fustec, maer, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar brezhoneg hag an Ao. Gérard Quilin, kuzulier-departamant ha maer Plounevez-Moedeg, deuet da zileuriañ an departamant. Fañch an Uhel
Visant Roue Par Office de la Langue Bretonne le 5/10/07 10:05

D'ar Gwener 28 a viz Gwengolo 2007 e oa bet sinet e Plouared (22) ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak an Ao. Christian Le Fustec, maer, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar brezhoneg hag an Ao. Gérard Quilin, kuzulier-departamant ha maer Plounevez-Moedeg, deuet da zileuriañ an departamant.

Fañch an Uhel hag Anjela Duval, douaret o-daou e Plouared, ne vefent ket bet savet a-enep, moarvat, m'o defe gwelet Christian Le Fustec, hag eñ brezhoneger a-vihanik, o kinnig d'ar c'huzul-kêr sinañ Ya d'ar brezhoneg.

En e brezegenn en deus embannet sklaer ar maer e c'hoant da skoazellañ krouidigezh un hentad divyezhek e-barzh ar gumun.

E-touez an 20 ober e c'heller menegiñ ar re bennañ anezho : staliañ plakennoù straed divyezhek ; staliañ ur panellerezh divyezhek e diabarzh hag e diavaez savadurioù an ti-kêr ; brudañ an emglev Ya d'ar brezhoneg e-touez embregerezhioù, stalioù ha kevredigezhioù ar gumun ; reiñ an tu d'an dud da eurediñ e brezhoneg ha reiñ dezho paperennoù melestradurel divyezhek ; kemer perzh e koulzad brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet ; skoazellañ ha/pe arc'hantaouiñ un hentad divyezhek er gumun. Graet e vo gant an div yezh bep tro ma vo staliet panelloù nevez gant ar gumun ha kinniget e vo da implijidi an ti-kêr stummadurioù evit deskiñ brezhoneg pe gwellaat o yezh.

Sinañ a raio ar gumun ur gevrat kefridi gant an Ofis ivez (ober 28), ar pezh a dalvez e vo kenlabouret war hir dermen, gant an Ofis oc'h ober e labour aliañ hag heuliañ sevenidigezh an oberoù evit kas anezho da benn vat.

Cet article a fait l'objet de 1383 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons