Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Komzoù dieub Ai'ta ! Kod Dalloz « Yezhoù Frañs », Rakskrid Ministrez ar Sevenadur It. Filipetti : Goulennoù

Klevet zo bet komz dre ar c'hazetennoù pemdeziek Breizh nevez zo eus ur C'hodig diwar ar yezhoù Frañs rakskridet gant Ministrerez ar Sevenadur. Embannet e fin miz Mae 214,

Collectif pour Ai'ta ! Bro Gwened le 23/08/14 0:59

Klevet zo bet komz nevez zo eus ur C'hodig diwar ar yezhoù Frañs rakskridet gant Ministrerez ar Sevenadur dre ar c'hazetennoù pemdeziek Breizh. Embannet e fin miz Mae 2014, nend eus ket bet kalz a drouz diwar al levrig-mañ. Koulskoude eo souezhus tre al levrig-se !

Ma kaver er rakskrid It Filipetti komzoù fromus ha bomus diwar ar liesseurted sevenadurel evel « Ar pal eo reiñ d'ar yezhoù Frañs ur gwir da vout degemeret da geodedour, en ur ster don, pas hepken ar gwir da vout met kemer ur perzh oberiant er geodedourelezh Frañs » « Degouezhet eo ar mare da zieubiñ al lavar er yezhoù-mañ » hag all hag all …, e tiskouez peurrest ag al levr n'eus kazi plas ebet er vuhez foran evit ar yezhoù Frañs un dra ret koulskoude evit ma vo reit dezhe ur chañs da chom bev.

Un nebeut tennadoù dibabet eus al levr-mañ dedennus-tre a ziskouez penaos eo stanket an traoù evit ar yezhoù rannvro ha heul al Lezenn Toubon d'ar 4 a viz Eost 1994 hag ar mennad bet ouzpennet e pennad 2 ar Vonreizh e 1992 « Ar galleg eo yezh ar Republik ». Dalc'het eo bet soñj meur a wezh eus seurt divizoù, reizhaet evit stourm a-enep aloubidigezh ar saozneg, a zo deut da vout ur gwir mekanik brezel a-enep.. ar yezhoù Frañs.

E-barzh ar pennad kinnig « framm gwirel evit pezh a sell ouzh ar yezhoù rannvro » e lenner : «Ret eo implij ar galleg hrevez hor c'hod gwirel pa vezer ret reiñ titouroù d'an holl hep forc'hellegezh ebet, pe evit abegoù a laz hollek (da skouer ar surentez), pe pa vez kaoz ezteurel pennaennoù hollek, reolennoù, embann ur c'hemennadur… ». Marteze evit mad d'an holl e oa bet respontet deomp gant rener etrerannvro an hentoù kornôg en ul lizher e miz Kerzu 2011 e oa berzet ar brezhoneg àr hentoù broadel peogwir « e vefe ur riskl gant ur panellerezh divyezhek ma vo embregadennoù arvarus dirak ur panell (torr-tizh, kemmoù bannhent er mareoù diwezhañ..) a c'hellfe bout dañjerus a-fed surentez-hent.. »

E-barzh ar c'hod-mañ e c'heller menegiñ ivez traoù evel : «..E bodadennoù tiriadel eo ar galleg ret evit yezh-daremprediñ. » pe « Ret eo implij ar galleg evit tudelezhioù publik pe tudelezhioù prevez en embreg kefridioù servij publik» .

War dachenn an deskadurezh e vo dizoloet ez eus meur a statud disheñvel evit ar yezhoù rannvro en ur republik « unan ha dirannabl » hervez m'emaoc'h o chom e Korsika , Breizh pe e ranvroioù tramor.

Biskoaz kaeroc'h e kaver el levrig-mañ berz diwezhañ al levrigoù-familh divyezhek brezhoneg-galleg hrevez lezenn an 2 thermidor bloaz II ( dindan ar Spont Bras) : « Skrid ebet embannet ne c'hell bout skrivet nemet e galleg ». Menegiñ a ra ar c'hod Dalloz-mañ « N'eus netra a vir ouzh an tiez-kêr da reiñ un eil levrig en ur yezh all ouzhpenn d'al levrig-familh ofisiel keit ne gousto netra d'ar Stad ».

Lâret a ra It. Filipetti « Pezh n'eo ket difennet a zo aotreet ». Met en ur lenn pizh al levrig-mañ ez eus nebeut tra a draoù a zo aotreet e gwirionez hag aze emañ an dalc'h : traouigoù, frailhoù zo er framm gwirel. Arouez ur Frañs a zo bepred o reiñ meuleudi d'al liesseurted yezhel.. keit ma ne vo lakaet en arvar unyezhegezh identelezh Frañs.

Kavet a reor ur c'hlozadur kontrol mik gant pennad rakskrid ar vinistrez e rann « testennoù etrebroadel » : « Pa vez kadarnaet testennoù etrebroadel gant ar Frañs, e ra diouzh ma ne vo ket reit ur plas difer d'ar yezhoù Frañs er vuhez foran. Bepred he deus nac'het ar Frañs anavezout strolladoù yezherien e-touez pobl Frañs. An divizoù 'vez eztaolet a-fed yezhoù gant ar Frañs a denn da lemel kuit kement nerzh sikutiñ.. »

Neuze, pegoulz e vo ur gwir lezenn evit ar yezhoù Frañs evit mont kuit eus ar “strouezh a ziferadoù, gelc'hlizherennoù, dekredoù..” a gomz warne an It. Filipetti ha reiñ ur ster pleustrek d'al liesseurted yezhel er Frañs ?

Pegoulz e vo kadarnaet ar garta Europa evit ar yezhoù bihanniver (promesa Nn 56 Hollande) ?

Un termen a seblant pellaat muioc'h mui daoust komzoù kentañ ar vinistrez “D'ar poent eo bet loc'het 'benn ar fin al lezenniñ dibenn evit kadarnaat ar garta europa yezhoù bihanniver..”

Voir aussi :
mailbox
Vos 1 commentaires
  Jañ-Mai Drapier
  le Lundi 25 août 2014 07:31
Ar gwirioù hor bezo, o c'hemer a rankimp !
Ret eo deomp difenn ar spered a-enep d'al lizher. Mar deo bet lakaet ar galleg da ret evem yezh-daremprediñ er bodadennoù tiriadel, ez eo a-benn ma vo intentet fraezh ar breutadennoù gant kement keodad zo. Hervez ar spered-se, netra ne vir a gomz e brezhoneg, gant ma vo pourvezet ar jubenniñ war ar prim d'ar re divezhonek. N'eus ken pourveziñ selaouelloù, ur mikro HF (prestet an dafar-se gant an Ofis), hag ur jubennour, setu graet an taol. Ha m'eo drouklaouen hini pe hini, ra yelo da glemm dirak ul lez-varn melestrel !
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 1 ?