Label live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg a zo bet roet gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d'an Ao. Alain Gérard, senedour-maer Kemper, evit 6 ober kaset da benn vat c'hoazh gant ar gumun e-pad ar bloavezhioù tremenet. El lid a oa bet dalc'het en ti-kêr

Label live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg a zo bet roet gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d'an Ao. Alain Gérard, senedour-maer Kemper, evit 6 ober kaset da benn vat c'hoazh gant ar gumun e-pad ar bloavezhioù tremenet.

El lid a oa bet dalc'het en ti-kêr d'ar 6 a viz C'hwevrer e oa ivez Isabelle Le Bal, eilmaerez e karg eus ar sevenadur, izili ar C'huzul-kêr, kalz a vrezhonegerien ha tud eus ar vro.

5 ober all a zo bet dibabet a ranko bezañ sevenet dindan 3 bloaz a-benn tizhout live 2 ar garta. Gant kêr Kemper ez eus bet labouret kalzik evit diorren ar panellerezh divyezhek.

Un nebeud panelloù a rank bezañ cheñchet c'hoazh amañ hag ahont hag evit kenderc'hel gant ar strivoù bet graet betek-henn e vo divyezhek adalek bremañ kement panell nevez dre ret.

A-hend all e vo kendalc'het da skoazellañ an hentadoù divyezhek, ar pezh a ra Kemper abaoe bloavezhioù dija ha da ginnig stummadurioù war ar brezhoneg da implijidi an ti-kêr. Kemper a gemero perzh ivez er c'houlzad brudañ evit ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet.

Eus un tu all, ar c'hartennoù-pediñ hag ar c'hartennoù-bizit embannet a vo divyezhek hiviziken koulz ha pennad-stur kazetenn an Ti-kêr.

Ur gevrat kefridi a zo bet sinet ivez etre kêr-benn Kerne hag Ofis ar Brezhoneg a c'hello e-giz-mañ he skoazellañ hag he aliañ da gas da benn an oberoù dibabet e-pad ar prantad amzer dibabet.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus