Desket ar brezhoneg gantañ pemp bloaz 'zo, kroget da skrivañ romantoù pa oa 11 vloaz, en galleg
Mousc'hoarzhus ar paotr e pred-ti "An efed balafenn" e Kemper. Deuet e oa da zifaziañ, gant Sten Charbonneau, e levr kentañ : "Stourm e Mor Skos".
Dedennet atav gant romantoù Jules Verne, lakaat a ra en e romantoù ul liv a denn eus skrivagner brudet Naoned. Ha Clyde da beg e barzh e bluenn evit skrivañ troioù kaer e pemp aroz... e unneg levr skrivet dija !
"Ne voed gouvezet petra a oa al loen nemet pa heuilhjod e 1888 e porzh mor Hamburg stourm kalet al loen bras, a voe anavezet evel ul legestr gwenn a vent ramzel, ha tri den yaouank, trizek vloaz war a seblant. Unan anezho, Bertrand Berkings, a voe gloazet abred gant al loen, egile avat, Clotos Combrogos jr, a stourmas pelloc'h. Oc'h implijout armoù ha doareoù dianavez krenn betek-henn e padas tri devezh ouzh al Legestr a-raok bezañ falc'het gant unan eus e bavioù. Ne dreuzvevas nemet gant sikour e vignonez yaouank, Sephora Hießbrül a grogas en euzhvil gant ur vouc'hal. Lazhet e voe hag ez eas Berkings ha Combrogos diwar wel buan a-walc'h, ha se zo kaoz ne voe ket gouvezet ar pezh en devoe lakaet anezho da arsailh al loen bras. Gouvezet e voed e oant da heul al Legestr abaoe ur bloaz ha n'o devoe kavet anezhañ nemet e Hamburg."
Embannet e vo evit Priz ar Yaouankiz ha dont a raio er maez e Miz Here 2015, evit saloñs Karaez.