Setu Jil e Kemperle o kinnig e levrioù, e bladenn diwezhan hag an DVD nevez deuet er maez
Digor ha laouen e oa Jil e stal levrioù Penn da benn e Kemperle, degemer a rae tud sot gant e sonerezh, ha da noz e oa o senin gant bagad Kemperle en un abadenn gouestlet da Zavier Grall.
Diwan ha Jil ? Un istor a gozh : displegan a ra aze penaos en doa lenvet (hag e fromet-bras c'hoazh o kontan an istor) pa oa bet kelaouet gant Rheun L'hostis e Gwitalmeze goude un abadenn sonerezh : "digoret e vo ur skol Diwan". Ha Jil da zistrein da Naoned, o ouelan a-hed an hent. Ha dibaoe, tad paeron skol Diwan Naoned, skolaj Diwan Gwened, ha Lise Diwan Karaez. Ha ne vefe ket stourmer ken ? Diaes da gredin... Gant ma vo ur bern tud eveltan evit lakaat Breizh da vont war zu an emrenerezh hag an dazont evit ar yezh komzet aman e penn ar bed.