Gant degouezh Gouel Al Levrioù e Breizh d'an 26 ha 27 a viz Here e Karaez, e embann Difetis ar geriadur niverel brezhoneg-galleg kentañ a c'hell bezañ implijet war lennerezh Amazon : ar c'hindle. Ha digoust ouzhpenn-se! Savet eo bet diwar geriadur Tomaz, krouet a orin gant Tomaz Jacquet evit lec'hienn Freelang a ginnig a bep seurt geriadurioù el-linenn pe da bellgargañ. Ar geriadur a zo bet frammet evit bezañ anavezet hag implijet gant ar c'hindle. Ar brezhonegerien a lenn gant ar vekanik-se a c'hell bremañ klask gerioù e-barzh ar geriadur e-pad ho lennadennoù. N'eus nemet da pouezañ un tammig war ar ger hag e vo islinennet gant e troidigezh. Ur pazhenn gentañ eo a digor an hent evit ouzhpennañ geriadurioù all war al lennerezhioù (Roparz Hemon, Martial Menard, Favreau,...) ha war lennerezhioù all (Kobo,...).
Met bez ez eus ivez levrioù nevez war al lec'hienn : levr kontadennoù Catherine Rosmorduc “Ar Vrennigenn” gant luc'hskeudennoù ha tresadennoù brav, hag adembannadur “Al Labous Plouz” skrivet ha skeudennet gant Thierry Mell ha tri levr nevez digoust a-beurzh “An drouizig” : “Dogan” ha “Gorsedd Digor” deus Jakez Riou hag “Ar gwenan”, levr war ar wenannenoù deus penn kentañ ar c'hantved.