Ur c'houblad biniou bombard solud, un tambouliner ampart ha daou gitarour o tont eus Diwan : brav !
C'hwec'h strollad e Lannuon, merc'hed o kanan, violons ha telenn, hag ur strollad leun a startijenn : Tortad. Ur bloaz zo e oant o pleustrin el lise, o tont eus Plougastel, Plabenneg, An Oriant, Roazhon, kontant e oa re yaouank ar strollad dec'h o tougen kop ar c'honkour !
Ar video : ar strollad Tortad da 1'15, o senin e lise Diwan, e-pad ur fest-noz