- Dépêche -
Divyezhegezh war an hent : oberenn diskrougañ hiziv e Plougernevel
Arruet eo skuizh strollad Ai'ta! gant pannelloù diboell war Hent Bras N 164
Par Fanny Chauffin pour ABP le 24/09/11 22:28
Setu ar pezh a zo bet diskleriet gant Ai'ta !
Amañ war an Hent Bras 164 'zo bet staliez nevez 'zo panelloù e galleg nemetken ... p'emañ panelloù all ar c'hroazhent-tro en div yezh, galleg ha brezhoneg. Peseurt poell ?!?
A-benn nebeut e vo digoret lodennoù nevez an Hent Bras. Goulenn a reomp groñs d'hon dilennidi hejañ o revr evit ma vefe cheñchet buan penn d'ar vazh ! Keit ma ne vo ket graet e savo strollad Ai'ta ! oberennoù diskrougañ evel hiziv.
(testenn a-bezh gant an diell a-gevret)
(voir le site)
Voir aussi sur le même sujet :
stourm
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....