Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Aita, SAB hag ar stourm evit ar brezhoneg
Ne veze ket komzet deus ar strollad SAB. Ha dihunet e vefe ar strollad stourm-se, abaoe afer panelloù Solesmes ? Setu respont Aita.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 10/01/11 7:07

ABP -Petra zo krog e revr tud SAB aboe afer kumun Fillon gant ar pannelloù tennet ?

Tristan An Nedeleg - Tud pase skuizh gant promesaoù toull ar gouarnamantoù gall e tle bezañ tud SAB. Promesaoù a-berzh an dilennidi 'zo bep bloaz a-zivoud diorren ha difenn hor yezh, padal ne 'z eus netra fetis o tiwanañ. Moarvat en deus bet c'hoant SAB hejañ an dud dre un oberenn dic'hortoz : laerezh panelloù kêr Solesmes, hini François Fillon e departamant ar Sarthe. Tapet ivez gant ar c'hoant mont pelloc'h eget Ai'ta marteze, dre un oberenn kuzhetoc'h.

ABP - Ar memes re evel a-raok eo ?

TAN - Tud Ai'ta na oaront ket piv 'neus graet an taol, neuze diaes eo deomp lâret piv zo a-dreñv an taol-se. Un dra 'zo anat memes tra, doareoù all 'zo d'ober ganto. Da skouer, int-i a gas o c'hemennadenn da vediaoù hag a zo bet ankounac'het ganeomp (mediaoù broadel gall dreist-holl).

- ABP - Peseurt liammoù e c'hellez ober etre SAB hag Aita ?

TL - Sklaer eo en deus SAB lakaet an traoù da vont war raok evit implij ar brezhoneg er vuhez foran. Pa oa aet da sioulaat oberennoù SAB o deus divizet tud all krouiñ ur strollad evit stourm evit ar brezhoneg gant mennozhioù nevez. Met SAB 'neus roet mennozhioù ivez, evel just. Int-i ivez a implij an disentidigezh keodedel evit doare stourm. Distagañ pe livañ ur banell a chom un doare difeuls da stourm, e-giz ar pezh reomp ni.

ABP- Peseurt abadennoù emaoc'h o vont da lakaat e plas e mizioù da zont ?

TAN - Kenderc'hel gant an hent boulc'het a-zivoud plas ar brezhoneg en tier post hag en SNCF a vo graet. Marteze e vo ur prosez goude klemm an SNCF a-zivoud afer ti-gar Montroulez. Ha traoù all, met aze e rankomp chom mut…

ABP -Ur bern postelioù a zehou hag a gleiz, war listenn Ai'ta, hag ur preder nevez a zo ?

TAN - Niverus-mat eo an dud bremañ 'barzh Ai'ta, ha n'eo ket anat atav aozañ emvodoù meur evit lakaat ar gaoz war mennozhioù hag oberezhioù Ai'ta. Met un dra vat eo d'hor soñj e vefe tabut kenetrezomp. Ur strollad didabut diwar-benn e breder 'vefe drol, neketa?

C'hoant hor befe da ouzhpennañ ez omp laouen o welet strolladoù all estregedomp o stourm war dachenn ar yezh , dreist-holl gant doareoù dic'hortoz e-giz oberenn bet graet gant SAB da vare vakañsoù Nedeleg. Dedennus eo an oberenn bet boulc'het ganto, rak komzet ez eus bet diwar-benn an afer-se war kalzig a chadennoù tele, radioioù ha kazetennoù gall. Mat-tre eo evit brud ar stourm hag evit hor yezh. Neuze ma sav ar c'hoant gant ar gouarnamant lakaat ar gwask war stourmerien ar yezh e vimp-ni, strollad Ai'ta ! prest evit o skoazellañ, pa lâran-me deoc'h-c'hwi!

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1645 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons