Kafedi Istor : "Eus istor Mab-den ha hini an denelezh : lignezouriezh, istor ar familhoù, istor lec’hel hag istor hollek"
(lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sul 28 a viz Mezheven 2020 5e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Alies e vez sellet ouzh an Istor evel ur studi difetis eus darvoudoù an amzer dremenet, un Istor a studier, n’eur ket e-barzh avat. Istor an darvoudoù "bras" (brezelioù, dispac’hoù, renadoù politikel, emdroadurioù kevredigezhel pe armerzhel hollek kenañ, ne reomp nemet arsellout pe c’houzañv, n’hon eus krog ebet warno avat.
Ha koulskoude e c’hallomp sellout ouzh an Istor en un doare all, n’eo ket evel arsellerion, evel perzhidi : n’eo ket an Istor "gwelet eus ar c’hrec’h", "eus an traoñ" ne lavaromp ket.
Studiañ E istor a gas da studiañ ar re omp deveret anezho, da lavarout eo e hendadoù. Se zo pal al lignezouriezh. Al lignezouriezh-rik (daveennoù ganedigezh, eured ha marvidigezh e hendadoù) ne zegas ket gwall bell. Spletusoc’h mont pelloc’h, dre glask gouzout penaos e vevent war ar pemdez, pezh a zeu da vezañ un "istor ar familhoù" ledanoc’h. Met hon hendadoù a zaremprede amezeion, tud o farrez...pezh hol laka war dachenn an "istor lec’hel". N’eus ket da enebiñ avat an istor-familh ha lec’hel-se ouzh an istor "bras", "hollek". Diouzh un tu ez eo emdroadur an istor "bihan" disoc’h war ur skeul "izel" eus emdroadurioù ha darvoudoù an Istor "bras", diouzh an tu all e lak an Istor "bihan" an hini "bras" da vezañ "fetisoc’h", "enkorfet"…Hon istor familh ha lec’hel hol laka da verzout pergen don e voe an treuzfumadurioù hon eus arvestet a-hed ar c’hantved diwezhañ : tremen eus ur gevredigezh maezel (dreist-pouez al labour-douar…) da unan ma’z eo ar servoù hag o deus an dreistpouez , stroñsadur ar frammoù hengounel (familh, relijion…)…
Er C’hafedi Istor-mañ e labourimp dreist-holl war an hentennoù da studiañ istor ar familhoù, an istor lec’hel…
Diwallit war dri foent a-bouez :
1) Abalamour da eurvezhioù hañv an davarn en em vodimp d’ar Sul da 5e goude merenn, ha n’eo ket d’ar Sadorn da 2e30 evel boaz
2) Trugarez da zoujañ ouzh reolennoù dreistordinal an davarn a-fet stourm a-enep d’ar viruz, ha da zegas maskloù pergen
3) Ne vez goulennet arc’hant ebet evit kemer perzh en abadennoù a aozomp. Tavarn ar Finnegans hon degemer hegarat evit netra avat. Trugarez eta da bep hini da bakañ ur banne pe un dra bennak da vihanañ. Kizidik a-walc’h e c’hall bezañ ar c’hoskor.