Gant ar brezegenn bet kinniget b'an Oriant gant Mikael Bodlore-Penlaez, desket o doa an arvesterien ur bochad traoù a-ziwar istor banniel Breizh hag hini bro Iwerzhon.
Piv a oar eo banniel Iwerzhon yaouankoc'h eget hini Breizh, kroget e istor mil bloavezh 'zo, pa oa galloudus Breizh gant erminigoù du war ur fons gwenn 'pad brezelioù, emgannoù a bep seurt ?
Chom a ra ur bern roudoù istorel a ziskouez pinvidigezh un arrouez a zo hir e istor.
Evit banniel Iwerzhon avat eo kalz simploc'h an traoù : ar protestanted (liv orañjez, tud, Belfast, Iwerzhon an Norzh, saoznegerien, a-du gant Iwerzhon e Rouantelezh Unanet), ur vandenn gwenn evit ar peoc'h etre an div gumuniezh, hag al liv gwer evit ar gatoliked, komzerien iwerzhoneg, gant un delenn aour gwechall war ar foñs gwer).
Doare banniel Breizh (1925-1930) a zo hiziv a zo bet treset gant Morvan Marchal, ezel ar PNB e-pad an eil brezel bed, gant erminigoù (arabat klask perak e oa bet dibabet an niver, war a seblant ne sinifi 'tra 'bet), met gant ar broioù (Breizh Izel ha Breizh Uhel) eo simpl a-walc'h). Ar stumm a vez implijet bremañ a zo hini 1960. Deuet eo da vout un arrouez stourm e-pad an holl vanifestadegoù, polikel, sportel, sevenadurel...
Dedennus-bras e oa ar brezegenn, gant skeudennoù labouret mat, aes da gompren hag a ziskouez pegen important eo bout kelaouet mat, ha diskouez d'ar remziadoù da zont eo pinvidik mor istor Breizh ha leun a istorioù brav, evel hini ar gwerzhour bannieloù bihan war e varc'h-c'hwil...
2 | 0 | Tweet |
|