Ar pevarzeg film berr kenproduet gant Fea ha tiez produin all a zo deuet da sikour pa oa un tammig druzoc'h ar peurin (Trigone Production, Kaouenn) eo "the secret of the mine". Nebeut a arc'hant, dre ma vez nac'het bewech gant ar skignerien klask kalonekaat tud gant raktresoù diaes : filman tud kozh, bugale, er maez, gant istorioù lennegezh ar vugale e brezhoneg.
Met ne vern, ar pouezusan a zo klask deskin ar vicher diaes sevener, produer, rener ar skeudennoù gant nebeut a dra, met dreist-holl ur startijenn divent, hag ar c'hoant da ziskouez darempredoù etre brezhonegerien a-vihanig ha bugale Diwan...
Setu neuze Pikez blev du, C'hoari tavarn, Ar voest, Miss Redadeg 2018, tri film chakod, filmet e brezhoneg hag e gallaoueg, evit plijadur ar vugale hag ar re gozh.
Un digarez eo ar c'henfinan evit diskouez deoc'h al labour kaset da benn e-pad daou vloaz hanter... M'ho peus c'hoant skoazell ur raktres evelse en dazont, 'po ken kas ur gemenadenn da afea [at] laposte.net