Gi FLegeo, tavarnour bistro Sant Jakez ba Banleg a zegemere an dud atav gant plijadur ha fent. Daoust da vennozhioù ne oant ket rannet gant an holl, kad e oa hemañ da gaozeal ur brezhoneg brav ha da zegemer an dud, 'vern piv, gant plijadur atav
Da 80 vloaz, e oa Gi ur stourmer atav, evel ma c'hellfec'h gwelet e 2013. Druizh, soner, ar c'hontouer a oa mod kozh, bet oa bet gwechall e FLB. Evit an en dro e oa sklaer paozioù an den : emaomp o c'hoari gant dazont ar vro, dazon an douar. Ha Gi da genderc'hel gant e hent e lec'h brav sant Jakez, o renevesaat ar chapel.
Rentet e vo enor dezhañ dimeurzh da 10e30 e kambr "funéraire" Skaer.
Ra vo dous Tir Na Nog evitañ.
0 | 1 | Tweet |
|