War roudoù emgann Kergidu
D’ar Sadorn 23 a viz Meurzh 2024 – Kastell-Paol – Plougouloum – Trelaouenan – Kleder – Berven (lusket gant Rafael Urien)
E miz Meurzh 1793 e savas poblañs Gorre Leon, renet gant Klaod Gabriel a Gerbalaneg, a-enep d’ar republikaned c’hall, ar jeneral Canclaux pergen en o fenn. Goude kabaduilh Kastell-Paol d'ar Meurzh 19, deiz ar marc’had, ez a an emsavidi, war an dro skuizh ha birvidik gant ar C’horaiz war echuiñ, d’en em aozañ e Plougouloum. War-nes int d’ober o stal d’ar republikaned c’hall deuet war o lerc’h e-kichen pont Kergidu, pa’z eo ar C’hallaoued saveteet a-benn ar fin gant o c’henseurted o tegouezhout eus Lesneven, d’ar Sul 24, Sul ar Bleunioù.
Kreñv eo chomet koun an emgann e-touez Leoniz, ken ma skrivas Lan Inizan tri c’hard kantved goude an darvoudoù un danevell anezho. Daoust d’ar pezh a greder alies, n’eo ket oberenn Lan Inizan lennegezh hepken. Ur vammenn Istor eo ivez, da geñveriañ gant dielloù all.
Hevlene e lidimp adarre emgann Kergidu, 231 bloaz diwezhatoc’h.
Erbediñ a reomp deoc’h, a-raok dont, lenn :
-Lan INIZAN, Emgann Kergidu (embannadurioù Al Liamm), Levrenn I, Pennadoù 13 (darvoudoù Kastell-Paol) ha 14 (emgann Kergidu) ; Levrenn II, Pennad 17 (goude an emgann, repu e koadoù Kermengi)
-Rafael Urien, "Emgann Kergidu : eus al Lennegezh d’an Istor", Aber 22 (Goañv 2005), p.514-556.
Aozadur an devezh :
-2e30 goude merenn : displegadenn war ar c’henarroud Istor, e tavarn ar "Gwenn ha Du", Kroaz-Hent PLOUGOULOUM
-da c’houde (mard eo brav a-walc’h an amzer) : loc’hañ war-zu Kastell-Paol, distro war-zu Plougouloum, ha war-zu Kergidu da c’houde, gant kirri-tan, gant arsavioù war an hent ha displegadennoù war al lec’hioù
-degouezhet e pont Kergidu : kerzhadeg gant displegadennoù war lec’hioù an emgann, ha goude war-zu Trelaouenan, koadoù Kermengi (Kleder) ha Berven (Gwitevede)
-evit ar re a blij dezho : pred e milin Kergidu, da c’houde.
Ma n’oc’h eus ket a garr-tan, pe na fell ket deoc’h mont betek Kastell-Paol gant hoc’h hini, e c’hallit bepred goulenn diganeomp hag-eñ e vefe tud prest da genweturiñ ganeoc’h. Trugarez neuze da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont gant pe hep karr-tan
Aozet gant ar Gevredigezh vrezhon ; titouroù : kevredigezhvrezhon [at] yahoo.ie
0 | 0 | Tweet |
|